Tigrigneg
| Tigrigneg (ትግርኛ) | |
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Eritrea, Etiopia, Israel |
| Rannved : | Tigray (Etiopia) |
| Komzet gant : | 6,75 milion |
| Renkadur : | goude 100 |
| Familh-yezh : | Yezhoù afrez-aziatek Yezhoù semitek |
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | |
| Akademiezh : | hini ebet |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | ti |
| ISO 639-2 | tir |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | tir |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ur yezh semitek eus is-skourr yezhoù etiopek an norzh eo an tigrigneg (ትግርኛ təgrəña) komzet e Tigray en Eritrea dreist-holl met ivez en Etiopia hag en Israel.
Daoust ha m'ez eo unan eus yezhoù pennañ Eritrea n'eo ket ur yezh ofisiel eno rak n'he deus ar vro-se yezh ofisiel ebet. Ur yezh ofisiel eo neoazh e ranndir Tigray en Etiopia. Komzet e vez ivez gant yuzevion (Beta Israel) eus an takadoù-yezh-se aet da chom da Israel.
Daoust d'an diforc'hioù a rannyezh da rannyezh e pep keñver (distagadur, geriadur ha yezhadur) e teu an dud a-benn d'en em glevet hep kalz a boan ha betek hen n'he deus talvezet rannyezh resis ebet da yezh unvan.
Evel an darn vrasañ eus ar yezhoù etiopek e vez kavet en tigrigneg ar c'hensonennoù strakal. Diouzh an tu all, avat, e ra c'hoazh an tigrigneg gant an div gensonenn farinjek distaget er c'hourlañchenn a veze kaver sañset er geuzeg met kollet gant an darn vrasañ eus ar yezhoù etiopek all nemet an tigreeg ha neuze e c'heller ober an diforc'h diouzhtu dre gomz etre ar yezhoù-mañ ha yezhoù kar all evel an amhareg.
Skrivet e vez an tigrigneg gant ar skritur etiopek bet diorroet er penn-kentañ evit skrivañ ar geuzeg.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |