Auguste Mariette

Eus Wikipedia
Delwenn Mariette e Boulogne-sur-mer

Auguste-Édouard Mariette a oa un egiptologour gall, ganet en 1821 e Boulogne-sur-Mer ha marvet en 1881 e Kaero (Egipt). Lesanvet e veze Mariette Pacha. Diwar un egiptologour e-giz ar re a oa da goulz Napoleon Gozh, o preizhañ madoù arkeologel Egiptiz da gas da Vro-C'hall, e teuas da vezañ doujusoc'h ouzh Egipt hag ouzh he zud o tisplegañ dezho perak e oa ret mirout an hendraoù-se a-benn adkavout istor o bro hag o fobl.


Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E vugaleaj hag e yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo Auguste Edouard Mariette d’an 11 a viz C’hwevrer 1821 e Boulogne-sur-Mer. Paouez a reas gant e studioù d’an oad a 16 vloaz hag e teuas neuze da vezañ skridaozer-skoazeller en ti-kêr. E 1839, ez eas da Vro-Saoz a-benn kelenn galleg er Shakespeare House Academy.

E 1842, daoust dezhañ bezañ kelaouenner ha kelenner, e voe goulet gantañ lakaat urzh e paperoù ur c’henderv dezhañ nevez-varvet, e anv Nestor L'Hôte. Hemañ all a oa tresour hag a gemeras perzh en enklaskadeg gall ha toskanat a-hed da draonienn an Nil renet gant Jean-François Champollion. Al labour-mañ a lako Mariette da vezañ entanet gant an egiptologiezh ha studi hendraoù Egipt. En em lakaat a reas war ar studi-se drezañ e-unan en ur lenn ul levr anvet, "La description de l'Egypte" a oa ur skouerenn anezhañ e levraoueg kêr Boulogne. Studiañ a reas pizh ivez dornskridoù e genderv ha traoù all miret e skeudennaoueg egiptat ar mirdi. Bez’ e voe, "Quelques mots sur la galerie égyptienne du Musée de Boulogne", e skrid kentañ war an danvez-se. E 1849, e kuitaas Boulogne hag ez eas da Bariz e-lec’h ma voe anvet da eiler e "Lec’h mirout hendraoù Egipt" Mirdi al Louvre. E labour, gopraet fall, gwir eo, a oa neuze renabliñ an holl draoù nevez dastumet gant ar mirdi. Evel-se e c’hallas derc’hel da zeskiñ kopteg, lenn ar hieroglifoù Egipt, sirieg hag aramaeg.

E veaj kentañ da Egipt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mariette by Nadar, ca.1861

A-benn ar fin e voe taolet pled eus e labour vat hag e voe kaset e penn ur strollad enklask da Egipt d’an 28 a viz Eost 1850 gant ar mirdi ha Ministrerezh an Deskadurezh Publik a-benn prenañ dornskridoù koptek ha sirieg. Pa oa degouezhet eno ne voe ket roet an aotre dezhañ da vont e-barzh an abatioù koptek. Neuze o welout ne oa ket deuet a-benn eus e daol e kemeras an intrudu a-drugarez d’e yalc’had arc’hant da furchal e-kostez Sakkara e-lec’h ma tizoloas ar Serapeum, bered-veur koleed-tarv sakr Apis. A-drugarez d’an dizoloadennoù-se e teuas da vezañ brudet ha roet e voe dezhañ medalenn Marc’heg al Lejion a enor, ha pa voe distro d’ar Frañs e voe lakaet da eil mirour al Louvre, hag eno e chomas betek 1861.

E eil veaj ha goude[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1858, e voe sikouret gant Ferdinand de Lesseps da zistreiñ da Egipt a-benn prientiñ beaj ar priñs Napoleon, kenderv an impalaer Napoleon III, hag ivez sevel un dastumad hendraoù evitañ. E-pad ar c’hefridi-se e furchas e-kostez Gizeh, Sakkara, Abidos, Teba (Egipt) hag Abou.

D’an deiz 1añ a viz Mezheven 1858, e voe anvet Mariette da rener pe mamour labourioù hendraououriezh Egipt gant bez-roue ar vro. Goulet e voe gantañ ivez sevel ur mirdi e Kaero, e karter porzh stêr Boulak, e-lec’h ma vefe miret an hendraoù kavet e-kerzh ar furchadegoù. Lidet e voe an digoridigezh e 1863 met kaset e voe ar mirdi da c’hGizeh en ur savadur all er mirdi a-vremañ e penn-kentañ an ugentvet kantved.

Ul lodenn eus e servij a voe savet e Teba (Egipt) ivez, tost ouzh Louksor. Eno pe dost e kavas bez Kamosis ha gant e strollad renet gant Maunier eo e voe dizoloet hini e wreg Ahotep hag ivez an arrebeuri hag ar bizeier a oa eno ganti. Implijidi ar stad egiptat a zeuas war al lec'h pa ne oa den, a zigoras al laour hag a daolas ar c'horf balzamet kuit hag a viras ar bizeier ha a gasas anezho dre an Nil da Gaero da Said Pacha. Mariette a dapas krog e pezh a oa er vag hag a eas da glemm da Said Pacha. Hemañ a viras daou dra evitañ e-unan.

E 1860, e tizolo Mariette hag furch e templ Edfou a voe didraezhet gantañ hag e strollad.

E 1867, emañ-eñ e karg eus ar gomiseriezh egiptat e diskouezadeg hollvedel Pariz : savet e voe pevar savadur, unan anezho o vezañ un templ egiptat. Pa voe diskouezadeg 1878 e reas war dro savidigezh en Trocadero un ti egiptat e-giz ar re a oa bet kavet en Abidos. Diskouezet e voe neuze bizeier Ahotep ha c'hoant he devoe an impalaerez Eugénie da gaout anezho. Homañ a c'houlas war-eeun digant Ismail Pacha, ha hemañ a c'houlas e soñj d'e dro gant rener mirdi Boulak. Mariette a nac'has krenn ha bez' en devoe d'ober abalamour da se goude.

Aida[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1871, e kemeras Mariette perzh e skridaozadur ul levrig a zeuas da vezañ un opera, Aida, heuliet gant sonerezh Giuseppe Verdi, ar skrid-kanet gant Antonio Ghislanzoni o vezañ bet adskrivet diwar an istor krouet gant Mariette. Ober a reas ivez war-dro an dilhad ha kinkladur leurenn an abadenn gentañ hag a voe diskouezet e Kaero d’ar 24 a viz Kerzu 1871 pa voe digoridigezh Kanol Suez. Tro Europa a reas an opera-se ha da gregiñ e voe kanet e La Scala e Milano.

Hantergorf Mariette e mirdi al Louvre

Krouidigezh Mirdi Egipt e Kaero[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa deuas Auguste Mariette an eil gwech da Egipt e miz Here 1857, e oa evel-just evit prientiñ donedigezh ar priñs Napoleon, niz Napoleon III ha dizoloiñ hendraoù a vefe roet dezhañ goude gant ar bez-roue Said Pacha evel prof. Neuze e roas hemañ arc’hant hag ur vag dre-aezhenn da Variette a-benn ober e zizoloadennoù diwar e furchadegoù. E-pad ar veaj-mañ an hini ez eo e taolas pled ouzh disleberadur lec’hiennoù arkeologel Egipt diwar re breizherezh ha laeroñsioù. Hemañ koulskoude a gasas 7000 hendra rak d’ar c’houlz-se ne oa lezenn ebet o wareziñ an enklaskerezh hag ar furchadegoù. Neuze, e komprenas e oa ret miret ar monumantoù en o lec’h orin, hag e oa ret paouez da furchal el lec’hioù-se evel ma vije mengleuzioù anezho. Ret e oa sevel ul lezenn bennak evit se.

Mirdi Egipt Kaero gwelet diwar dour Kaero

Ne deuas ket ar priñs Napoleon da Egipt, ha diwar an darvoud-se e teuas fiziañs etrezan ha Said Pacha, kement, ma voe anvet Mariette mamour pe rener enklaskoù hendraou Egipt d’an deiz kentañ a viz Mezheven 1858. Neuze e voe roet dezhañ da gefridi sevel ur mirdi e Kaero a-benn dastum « mein-sonn, delwennoù, amulettes ha traoù aes da gas kuit hag ivez diwall an holl hendraoù se rak mac’homerezh ar gouerien hag Europiz. » Digoret e voe e miz Here 1863 ha lec’hiet e oa e savadurioù ar gompagnunezh ramorkiñ stêr a oa e Boulak. Ur bloaz war-lerc’h e oa 13000 tamm ennañ. Pa varvas Mariette d’an 18 a viz Genver 1881, e voe lakaet e gorf e-tal ar mirdi en doa savet. Siwazh, e 1878, e voe gwallaozet an dastumad kaer-mañ gant dour-beuz an Nil, ha dre ma oa ivez re vihan ar savadurioù e voe soñjet kas ar mirdi da c’hGizeh e 1890. E 1897, e voe divizet sevel ur mirdi nevez ; e 1902 e voe an digoridigezh anezhañ. Lakaet e voe neuze korf Mariette e liorzh ar mirdi.

Fin e vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit e drugarekaat evit kement tra a reas da zizoloiñ hendraoù Egipt ha d’o wareziñ e voe anvet da bPacha en 1879. Siwazh e oa skuizh gant ar vuhez strart a renas en Egipt hag ivez gant kleñved ar sukr pe ziabet hag e varvas d’an 18 a viz Genver 1881 e Boulak. Lakaet eo bet e vez abaoe dirak Mirdi egiptat Kaero.

Arroudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma oa tapet Mariette e Boulak gant krouidigezh an opera Aida, e roas da gefridi da Albert Daninos da gregiñ gant ar furcherezh e-kostez tolpad bezioù meur Snefrou e Meidoum. Setu neuze ar pezh a c’hourc’hemennas da Zaninos : "Dielfennañ a refet en un doare skiantel ar savadur ho po dizoloet ; klaskit gouzout goude hag-eñ e oa un templ pe get, pe ur palez pe ur bez ; hag eus pe goulz e teu. Sevel a reot ur raktres anezhi da c’hortoz gwell ha mard eo posupl ur stampadenn eus ar hieroglifoù. Bez sur ne vezo fiñvet na laeret maen ebet. A bouez bras eo e virfe an hollad e stumm kent ken e vo divizet a-hend-all. Ma vez kavet delwennoù, ra chomint en o lec’h rik. Meizet hoc’h eus eveldon e ranker gouzout pizh lec’hiadur kement tra. Aze e vez kavet alies meur a evezhiadenn skiantel a-bouez hag a zegaso disoc’hoù all diwarno." Lizher da Albert Daninos, 21 a viz Kerzu 1871

"Ul loen risklus eo houad Egipt : un taol pigos hag e vezer kontammet gant ar benim ha diwar se e chomer egiptologour a-hed e vuhez." A. Mariette