Enez an Trocadero
Neuz
(Adkaset eus Trocadero)
Enez an Trocadero zo un enezenn e goueled Bae Cádiz, en proviñs Cádiz, e Spagn. Stag ouzh an douar-bras eo bremañ. Ur c'hreñvlec'h a oa en enezenn, kreñvlec'h San Luis, hag a zo kouezhet en e boull hiziv.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemeret e voe ar c'hreñvlec'h gant ar C'hallaoued e-kerzh Emgann an Trocadero, d'an 30 a viz Eost 1823, er brezel a rejont da Vro-Spagn da adlakaat ar gurunenn war benn ar Roue Treitour Fernando VII. Goude-se e voe roet an anv e Pariz d'ur monumant e koun d'an trec'h-se.
Mont di
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mont di a reer adalek Puerto Real ha Matagorda, hag evit sellout ouzh an evned dereist-holl.