Athamas
Athamas (henc'hresianeg : Ἀθάμας/ Athámas) a oa roue Orc'homenos e Boiotia. Mab e oa da Aiolos, mab da Hellen ha d'an nimfenn Orseis. Tri breur en doa : Sisyfos, Krete ha Salmone. Dimeziñ a reas gant Nefele, Ino, ha Themisto.
Mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digant Nefele, e bried kentañ, en doe daou vugel : Friksos ha Helle. Kas kuit a reas e wreg kentañ avat, da zimeziñ gant Ino, merc'h d'ar roue Kadmos, roue Thebai. Honnezh a vage kasoni ouzh an daou vugel-se, hag a glaskas o lazhañ, nemet dont a rejont a-benn da dec'hel war ur maout askellek e greouichenn aour. Gant Ino en doe daou vab all, Learc'hos ha Melikertes.
Dionysos, mab kuzh Zeus, mestr an Doueed, a voe fiziet ennañ hag en e wreg, gant Hermes, evit en diwall diouzh Hera, an doueez warizius. Nemet Hera a gavas penn dezhañ, ha hi e kounnar vras, ma lakaas an daou bried da dreiñ foll. Athamas a lazhas e vab Learc'hos, o soñjal e oa ur c'harv. Hag Ino d'ober kemend-all gant o mab all.
Harluet e voe diouzh Boiotia ha mont a eure da gaout orakl Delfi, ha hennezh a alias anezhañ da chom e-lec'h ma vije pedet da zebriñ gant al loened gouez. Pan erruas e Thessalia e kavas bleizi o tebriñ un dañvad hag a dec'has pa dostaas. Kompren a reas e oa erru e penn e hent, hag eno e savas kêr Alos, hag e voe roue an trowardroioù a voe anvet Athamantia, hag e vevas gant e drede pried Themisto.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Athamas ha Merc'hed ar Gounnar, gant Arcangelo Migliarini (1801) E Roma, Accademia di San Luca
-
Athamas a lazh mab Ino, gant Gaetano Gandolfi (1801)
-
Athamas hag Ino, gant Radierung (XVIIvet kantved)
-
Athamas o lazhañ Learc'hos, tra ma lamm Ino ha Melikertes er mor, gant Wilhelm Janson (Amsterdam), Antonio Tempesta (Firenze, 1555-1630) e Los Angeles County Museum of Art, Los Angeles.