Arzoù Emgannañ Istorel European

Eus Wikipedia
Pajenn gentañ Codex Wallerstein a ziskouez an armoù boas evit ar duvelloù er XVvet kantved. Da skouer ar c'hleze-hir, longsword, ar gougleze, ar skoed, an halabardenn, ar goaf, hag ar vazh.

An Arzoù Emgannañ Istorel Europat (AEIE ; saozneg : HEMA evit Historical European Martial Arts) zo arzoù emgannañ eus Europa hag a implij teknikoù eus an amzer-dremenet hag a zo bet ankoueet bremañ.

Ne chom ket kalz roudoù skrivet eus arzoù emgannañ an henamzer klasel, evel gouren Henc'hres pe an emgannoù klezeourion, hogen meur a zornlevr zo evit an arzoù emgannañ eus ar grennamzer, pe an amzerioù modern. Setu perak e vez lakaet ar pouez war ar bloavezhioù 1300 betek 1800 kentoc'h, gant skolioù alaman hag italian o devoa en em ziorroet d'ar c'houlz-se, heuliet gant ar Spagnoled, ar C'hallaoued, ar Saozon hag ar Skosiz o devoa savet skolioù d'o heul er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved. Arzoù emgannañ an XIXvet kantved evel ar c'hlezeiataerezh klasel a c'hall bezañ lakaet er rummad AEIE, ha stiloù hengounel ivez evel ar gouren-pobl pe doareoù bazhata.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]