Mont d’an endalc’had

Artez

Eus Wikipedia

Banniel Kontelezh Artez
Kontelezh Artez, e 1477
Kontelezh Artez, e 1477

Artez (Artois e galleg) a oa ur broviñs istorel eus Bro-C'hall, etre Pikardi ha kontelezh Flandrez. En em ledañ a rae en-dro da gêr Arras, war un dachennad kement ha 4 000 km² bennak. E-touez ar c’hêrioù all zo en Artez e c’haller menegiñ Saint-Omer, Lens ha Béthune.

Artez a glot mui pe vui gant diabarzh departamant Pas-de-Calais, ha gant arondisamantoù Arras, Béthune, Saint-Omer, ha Lens. En e gondon emañ ar gwelead glaou en em astenn pelloc’h er reter, e departamant an Nord hag e-kreiz Wallonia.

Ur gontelezh e oa Artez gwechall, a voe staget ouzh kontelezh Flandrez. E 1180 e voe roet da Vro-C’hall, da argouroù ur briñsez eus Flandrez. E 1237 e teuas da vezañ ur gontelezh distag en-dro, evit ur mab-bihan d’ar briñsez-se. Dre hêrezh e tremenas dindan ren duged Bourgogn e 1384. War-lerc’h marv an dug, Charlez an Her, e tegouezhas gant an Habsbourged ha tremen a reas goude-se dindan kurunenn Spagn. Da-heul emsavadegoù relijiel 1566 en Izelvroioù, ez eas e-barzh Unaniezh Artez (pe Unaniezh Atrecht), savet gant proviñsoù eus kreisteiz ar vro hag enebet ouzh Unaniezh Utrecht, savet gant proviñsoù an hanternoz e 1579. Artez ha kontelezh Hainaut a reas emglev gant ar roue Fulup II. Chom a reas Artez neuze en Izelvroioù Spagnol, betek ar mare ma voe aloubet gant ar C’hallaoued e-pad ar Brezel Tregont Vloaz. Staget e voe ouzh Bro-C’hall dre Feur-emglev ar Pireneoù e 1659, ha dont a reas da vezañ ur broviñs c’hall. Daoust ma veze graet gant ar galleg er vro e veze sellet ouzh Artez evel ul lodenn eus an Izelvroioù a-raok an amzer-se.

Skol-veur Artez e Lens, staliet e ti renerien ar glaouegi (2003)

Kaoz a vez eus Artez c'hoazh a-wechoù evel en anv Skol-veur Artez.