Armand Dayot
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Armand Dayot |
Anv-bihan | Armand |
Anv-familh | Dayot |
Deiziad ganedigezh | 19 Her 1851 |
Lec'h ganedigezh | Pempoull |
Deiziad ar marv | 1934 |
Lec'h ar marv | Bandol |
Lec'h douaridigezh | Passy Cemetery |
Bugel | Magdeleine Dayot |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Micher | arzvarnour |
Diellaouet gant | Departmental archives of Yvelines |
Prizioù resevet | Commander of the Legion of Honour, Prix Monbinne |
Armand Dayot a oa un arzvarnour hag un istorour gall, ganet e Pempoull e 1851, tomm e oa chomet ouzh e vro, ha marvet e 1934 e Bandol. Gallout a reer lenn e-barzh an dastumad testennoù berr Le long des routes, récits et impressions, embannet e 1897, e-giz en e emvuhezskrid, L’heureuse traversée, embannet e 1933, anvioù tud hag istorioù a zasson c’hoazh bremañ. Daoust m’en doa tremenet an darn vrasañ eus e vuhez e Pariz en doa liammoù kreñv ouzh tudennoù breizhek pe liammet ouzh Breizh, evel Ernest Renan pe Pierre Loti. En tu-hont da-se e voe oberiant-tre evit livourien Breizh, pe e vefe gant e garg en Arzoù-kaer, peotramant evit e intrudu personel. Diskouezet en doa pegen stag e oa ouzh Pempoull p’en doa kemeret perzh evit mirout ouzh an Tour kozh da vezañ diskaret hag a voe lakaet e-touesk ar monumantoù istorel e 1916.
Ne chomas ket Armand Dayot da dermal, hag eñ da emouestlañ e politikerezh Breizh. Perzh a gemeras e 1899 e krouidigezh ar Gevredigezh Strollad Re c’hlas Breizh, a zeuas war-lerc’h hini Bretoned Pariz. Mennadoù politikel ar gevredigezh-se a glote mat gant re an IIIe republik. Armand Dayot a voe e penn ar re a reas evit staliañ delwenn Ernest Renan a-dal da iliz-veur Landreger e 1903, kalz a safar a voe gant an dra-se d’ar c’houlz-se. Kizidike oa ouzh stad ar besketourien. Gant strollad re c’hlas Breizh e klaskas sevel “un ti evit emzivaded ar mor” ha na voe morse sevenet. Ur roll hanterour a voe gantañ, etre poellgor ar sikour lec’hel hag an Ao. Rodin evit ma vefe profet ha diskouezet unan eus e oberennoù, evit an tombola. Arc'hant an tombola a yafe da harpañ emzivaded ar besketourien bet en Island.
Brud a dapas Armand Dayot ivez evel kargad evit an Arzoù-kaer. E-barzh ar velestradurezh-se ez eas e deroù ar bloavezhioù 1880 ha buan e voe merzet evit e c'hred hage intampi. E deroù e labour, e 1881, e tifennas ar « yalc’hadoù evit beajiñ » hag a roe tu d’an arzourien yaouank ha n’o doa ket resevet priz Roma da vont da veajiñ ha da beurlipat o arz. Pignat a reas neuze en urzhaz hag e voe graet pennenseller an Arzoù-kaer anezhañ e 1887. N’eo nemet adalek 1925 ez eas kuit diouzh bed an Arzoù-Kaer pa‘z eas war e leve. Abalamour d’al labour en doa graet e voe anvet marc’heg e 1891, ofisour e 1903 ha pennurzhier al Lejion a enor e 1926.
Da gentañ penn e soñje da Armand Dayot e oa anaoudek war an arzoù-kaer. Ennañ e kaved arouez ur remziad tud dedennet gant an arz, ha ne oant ket tud a vicher. Gant e anien amatour desket-kaer ec’h embannas un niver bras a skridoù diwar-benn saloñsoù, romantoù, oberennoù istor hag istor an arzoù. Emskiant ez eo subjektivel ar blasoù, en em zizober a reas diouzh kodoù an arz hag ec’h aozas diskouezadegoù diwar-benn mistri ar garikaturenn c’hall, pe diwar-benn poltredoù itronezed, sujedoù a dremene neuze evit bezañ dister. Adalek deroù an XXvet kantved, e oa lakaet diaes gant emled an avant-gardes arzel ha neuze e tifennas mennozh un arz gall. Er c’hontrol diouzh liv an amzer, mennozh un arz vroadel gant Dayot ne oa tamm liv estrengasaour ebet ennañ. Ur gelaouenn viziek skeudennaouet a voe savet gantañ e 1905, "L'Art et les Artistes" (An Arz hag an Arzourien), a gendalc’has da vezañ embannet betek 1939 dindan renerezh e verc’h Magdeleine.
Rendaeloù war AN DELWENN
Ur c’hentañ telwenn en arem gant Armand Dayot a voe savet e 1937 gant strollad ar re c’hlas Breizh, war ar c’hae gant an hevelep anv. Distaliet ha teuzet e voe an delwenn e 1941, da vare an dalc’hidigezh. E 1956 e voe staliet un delwenn nevez, ar wech-mañ a-dreñv d’an ti-kêr. Bremañ emañ lec’hiet ar pennzelwenn-mañ e park kastell Bertho.