Aristides Pereira
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Kab Glas |
| Anv e yezh-vamm an den | Aristides Maria Pereira |
| Anv-bihan | Aristides |
| Anv-familh | Pereira |
| Lesanv | Alfredo Bangura |
| Deiziad ganedigezh | 17 Du 1923 |
| Lec'h ganedigezh | Boa Vista |
| Deiziad ar marv | 22 Gwe 2011 |
| Lec'h ar marv | Coimbra |
| Lec'h douaridigezh | Boa Vista |
| Pried | Carlina Pereira |
| Yezhoù komzet pe skrivet | portugaleg |
| Micher | politiker |
| Karg | President of Cape Verde |
| Strollad politikel | PAIGC, African Party for the Independence of Cape Verde |
| Relijion pe kredenn | Iliz katolik roman |

Aristides Maria Pereira (17 a viz Du 1923 - 22 a viz Gwengolo 2011) a oa ur politikour eus ar C'hab Glas, bet prezidant kentañ ar vro goude an dizalc'hiezh.
Ganet e voe en enez Boa Vista pa oa c'hoazh an enezeg un drevadenn da Bortugal. Emezelañ a reas er PAIGC ha labourat evit dieubidigezh e vro. D'ar 5 a viz Gouere 1975 e teuas da vezañ prezidant ar Stad nevez dizalc'h. Raktreset en doa, asambles gant prezidant Ginea-Bissau Luís Cabral, unaniñ an div vro bortugalek-se. Met goude an taol-Stad a zistroadas Cabral e 1980 e waskas e eneberien bolitikel ha krouiñ ar PAICV, strollad nemetañ er C'hab Glas betek 1990. Pereira a gollas an dilennadeg liesstrolladek kentañ aozet er vro e 1991 a-enep António Mascarenhas Monteiro. Mervel a reas e Coimbra (Portugal).
Prezidanted ar C'hab Glas |
|||
|---|---|---|---|
|
|||