Mont d’an endalc’had

Jorge Carlos Fonseca

Eus Wikipedia

Jorge Carlos Fonseca zo ur politikour eus ar C'hab Glas, ezel eus ar Movimento para a Democracia (Luskad evit an Demokratelezh) ha deuet da vezañ prezidant ar vro goude bezañ gounezet dilennadeg miz Eost 2011. Ganet eo d'an 20 a viz Here 1950.

Dilennadeg 2011

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En eil tro an dilennadeg e oa Fonseca a-enep Manuel Inocencio Sousa, ezel eus ar PAICV (strollad politikel sokialour ma oa ar prezidant Pedro Pires). War-dro 54% eus ar mouezhioù zo aet gantañ. Hervez ur gefridi kaset gant Kumuniezh Armerzhel Stadoù Kornôg Afrika, koulz ha hervez arsellerien Unaniezh Afrika, eo bet reizh an dilennadeg hag asantet eo bet an disoc'h gant Sousa[1].

  1. Cap-Vert : alternance politique en douceur. e Jeune Afrique, 23/08/2011.