Ariana Grande

Eus Wikipedia
Ariana Grande
Ariana Grande Grammys Red Carpet 2020.png
Ariana Grande e 2020
Ganedigezh Ariana Grande-Butera
26 a viz Even 1993
Boca Raton, Florida
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Broadelezh Flag of the United States.svg Stadunanat
Micher Kanerez
Aktourez
Resped 2008 – bremañ

Internet arianagrande.com
IMDB Ariana Grande

Ariana Grande, bet ganet Ariana Grande-Butera d'ar 26 a viz Even 1993 e Boca Raton (Florida), zo ur ganerez hag aktourez stadunanat.

Kroget he doa da ganañ e Broadway er strollad 13. Goude-se e voe aktourez gant roll Cat Valentine er stirad skinwel Nickelodeon, anvet Victorious e 2009. Pevar c'houlzad hepken e padas ar stirad, met Grande a gendalc'has er spin off Sam & Cat, a badas betek 2014.

Aktourez eo bet Ariana Grande ivez, er c'hoariva ha rolloù all evit ar skinwel pe filmoù, ha bet mouezh tudennoù e tresadennoù-bev er skinwel pe er sinema.

Gwalldaol an 22 a viz Mae 2017 er Manchester Arena[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 22 a viz Mae 2017, e-fin un abadenn sonerezh gant ar ganerez Ariana Grande, e voe un dagadenn emlazh gant ur sponter eus ar Stad Islamek. 23 a dud a voe lazhet ha 120 gloazet don.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.