Gwalldaol an 22 a viz Mae 2017 er Manchester Arena
Neuz
D'an 22 a viz Mae 2017 e voe un darzhadenn er Manchester Arena e Manchester, Bro-Saoz, dres e fin ur sonadeg gant ar ganerez stadunanat Ariana Grande. Ar sponter, anavezet evel Salman Abedi hervez an archerien saoz, a oa ur c'heodedour saoz oadet a 22 vloaz hag a orin eus Libia. En em lazhet e oa gant ur vombezenn IED (Improvised Explosive Device)[1] pa oa an arvesterien o tont er-maez eus ar sal. An darzhadenn a lazhas 23 a dud, gant Abedi, ha 120 ouzhpenn a voe gloazet fall evit ul lod bras anezho. Ul lodenn eus ar c'houzañverien a oa bugale yaouank-flamm.
Gouzañverien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sifroù da c'hortoz (24 MAE 17)
Bro orin | Marvet | Gloazet | Hollad | Notennoù |
---|---|---|---|---|
Rouantelezh-Unanet | 11 | 8 | 19 | [2],[3],[4],[5] |
Polonia | 2 | 1 | 3 | [6] |
dianav | 9 | 51 | 60 | |
Hollad | 22 | 60 | 82 |
Filmigoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Mahmoud Abbas ha Donald Trump o komz diwar-benn ar gwalldaolioù.
-
Ar c'hazetenner Henry Ridgwell d'an 22 aviz Mae 2017 o kelaouiñ war ar gwalldaol.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Ardivink-Tarzh Primaozet"
- ↑ (fr) Le Parisien
- ↑ (fr) BFM TV
- ↑ (fr) Le Monde
- ↑ (fr) Le Progrès
- ↑ (pl) Wiadomosci