Ardeotis
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Otidiformes | ||
| Kerentiad : | Otididae | ||
| Anv skiantel | |||
| Ardeotis Le Maout, 1853 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ardeotis a zo ur genad e rummatadur an evned, krouet e 1853 gant an naturour breizhat Jean-Emmanuel-Marie Le Maout (1799[1]-1877).
Savet e voe e anv o liammañ hini ar genadoù Ardea (Linnaeus, 1758) hag Otis (Linnaeus, 1758) an eil ouzh egile.
Spesadoù hag an isspesadoù anezhe[2]
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar spesad otized a ya d'ober ar genad :
- an otiz Arabia (Ardeotis arabs)
- A. a. arabs, butleri, lynesi ha stieberi,
- an otiz Aostralia (Ardeotis australis),
- an otiz kori (Ardeotis kori)
- A. k. kori ha struthiunculus,
- an otiz India (Ardeotis nigriceps).
C'hwec'h (6) isspesad dezhe en holl.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Bet ganet d'an 29 a viz Kerzu e Gwengamp (Aodoù-an-Hanternoz d'an ampoent, Breizh).
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Otididae/Ardeotis (lennet e-barzh d'ar 16 a viz Ebrel 2025).

