Arc de Triomphe (Pariz)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad Arc de Triomphe zo ivez.
Arc de Triomphe Pariz

Bolz-enor Pariz (Arc de Triomphe de l’Étoile e galleg, pe Arc de Triomphe hepmui) zo ur monumant brudet e Pariz, kêr-benn Bro-C'hall.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krog e voed da sevel ar volz-enor-se dindan ren an impalaer Napoleon Iañ, e 1806, hag echuet e 1836 dindan ren ar roue Louis-Philippe Iañ.

Goude emgann Austerlitz (2 a viz Kerzu 1805) e lavaras an impalaer Napoleon d'ar soudarded c'hall :

« Vous ne rentrerez dans vos foyers que sous des arcs de triomphe. »
"Ne zistroot d'ar gêr nemet dre zindan bolzoù-enor."

Dre ar c'homzoù-se e rae dave da volzoù-enor ar Romaned a veze savet da c'hloar ar jeneraled a veze trec'h hag a zibune e penn o soudarded.

2018[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 1 a viz Kerzu 2018 e voe gwastet darnoù eus ar monumant gant ar « jiletennoù melen ». [1]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]