Mont d’an endalc’had

Ar bugel fur

Eus Wikipedia

Ar buguel fur pe Dialog e(n)tre un doctor hac ur buguel zo ur skrid brezhonek e gwerzennoù eus an XVIIIvet kantved, hep bloavezh nag anv oberour ebet warnañ.

Ur skrid goapaus eo, 464 gwerzenn ennañ, leun a grennlavaroù. Setu amañ an deroù :

DIALOG
Etre un Doctor hac ur Buguel
An Doctor.
Bonjour, Mabig : pelêc'h it-hu ?
Ar Buguel.
Da glasq ur Mestr e zàn un tu.
An Doctor.
Me zo Doctor, ha mar qirit
Me raï scol dêc'h, mar am pedit.
Ar Buguel.
Bet oun er scol gant Doctoret,
Ha tout o c'havàn borodet,
O clasq desqi da beb-unan
Ar pez ne ouzont qet o-unan.
An Doctor.
Petra ne oar an Doctoret ?
Ar Buguel.
Meur a dra zo ne ouzont qet.
An Doctor.
Ha te a oar mui egueto ?
Ar Buguel.
Mar qirit, ni a zisputo.
An Doctor.
Te da zisput ouz un Doctor !
Ar Buguel.
Ho respont a rin gant enor ;
Ha na oufac'h goulen netra
Na roin rêzon dêc'h anezâ.

Ur ganaouenn heñvelanvet, an hevelep danvez enni ha sinet « François Le Gall » zo anavezet dre follennoù-nij[1].

Embannadurioù anavezet