Anwar el-Sadat

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Anwar Sadat)
Anwar as-Sadāt
أنور السادات
Anwar el-Sadat
Anwar as-Sadāt e 1980
Ganedigezh 25 a viz Kerzu 1918
Mit Abu al-Kum
Egipt Egipt
Marv 6 a viz Here 1981 (62 vloaz)
Kaero, Egipt
Broadelezh Egiptat
Micherioù Soudard
Politiker
Sinadur
Diplomoù Akademiezh lu Egipt
Skourr Islam
Unvaniezh sokialour arab
Strollad Broadel demokratel

Anwar as-Sadāt (arabeg : أنور السادات ; anv a-bez Muhammad Anwar as-Sadat (arabeg : محمد أنور السادات Muḥammad ʼAnwar as-Sādāt), ganet d'ar 25 a viz Kerzu 1918 hag aet da anaon d'ar 6 a viz Here 1981, a oa ur politiker ha prezidant Egipt adalek 1970 betek bezañ muntret e 1981.

Roet e oa bet dezhañ Priz Nobel ar Peoc'h e 1978, asambles gant Menahem Begin, Kentañ ministr Israel, goude emglevioù Camp David ma voe hollbouezus e berzh.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe en ur gêriadenn tal kichen delta an Nil anvet Mit Aboul Koum e proviñs gouarnamant Menufeya. Paour e oa ar familh 13 bugel enni ; egiptat e oa an tad, hag a-orin eus Souadn e oa ar vamm.

Studiañ a reas en Akademiezh Vilourel Egipt e Kaero, ma tapas e ziplom er bloaz 1938 ; kaset e vvo neuze etrezek ar skourr pellgehentiñ.

Hent soudard[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa ofisour yaouank e tostaas d'al luskad Breuriezh muzulman[1]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Herodote