Anvioù brezhonek fentus ha faltaziek

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ul lec'h faltaziek zo ul lec'h ha n'eus ket anezhañ ha koulskoude en deus un anv.

Anvioù faltaziek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ejipt gavrig, meneget e dastumadoù pennadoù Job Jaffre ( Etrezomp e brezhoneg )
  • Keribilbeuz, diwar ibil ha beuz
  • Kernikun, lesanv roet d'un den didalvez
  • Kerdrubuilh, lesanv roet d'ur bugel, d'ar vugale, pa vez diaes dont a-benn anezho
  • Kerlopelop, meneget e dastumadoù pennadoù Job Jaffre
  • Kerneblec'h, e-lec'h neblec'h
  • Kerdiwezhat, lesanv d'ul lec'h ma vez dale gant an dud, diwar-se ar seurt-se a dud
  • Kerdrabas, Kerflav, anvioù d'ul lec'h, d'un ti ma vez nec'het an dud, diwar-se ar seurt-se a dud
  • Kerskouarneg, lesanv roet d'ul lec'h m'eo bouzar an dud, diwar-se ar seurt-se a dud
  • Kerbennek, lesanv roet d'ul lec'h m'eo pennek an dud, diwar-se ar seurt-se a dud
  • Kervouzhig, lesanv roet d'al lec'h ma vouzh an den, diwar-se ar seurt-se a dud
  • Kernetra anavezet en droienn mont da Gernetra, a zo kement ha mont da get, ha kas ar stal da Gernetra ; anv-lec'h meneget gant Ivon Krog er gontadenn Mab-kaer d'ar roue en e zastumad Eur Zac'had Marvailhou
  • Kernebeudig, anvioù lec'h a ra dave d'an dienez, d'an diouer, d'ar baourentez
  • Landupedu, e-lec'h tu pe du, neblec'h
  • Lannevern, e-lec'h ne vern pelec'h. Meneget en danevell Lannevern e kañv gant Jakez Konan
  • Plounetra, ul lec'h dister, bet meneget e Feiz ha Breiz[1]
  • Poull-an-Diegi, mont da gannañ da Boull-an-Diegi a zo kement ha chom er gêr e-lec'h mont da gannañ, meneget gant Jules Gros e Le Trésor du Breton parlé
  • Sant Diboan, sant faltaziek, enoret e Plevin
  • Sant Tremen, sant ha n'eus ket anezhañ : mont d'an oferenn da Sant Tremen zo kement ha tremen hep oferenn ebet
  • Sant Tupedu

Lod a blij dezho labourat e Kerneblec'h met den ne gav plijus debriñ e Kernetra.

Anvioù faltaziek da lec'hioù gwir[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kerandisamm, ar privezioù,
  • Kerchopin, un ostaleri,
  • Kêr Hun, mont da Gêr Hun, mont da gousket,
  • Kêr Roc'h, mont da Gêr Roc'h, mont da gousket, da roc'hal,
  • Kersatan, an ifern,
  • Kersec'h, un ti ma ne vez ket servijet takenn ebet d'evañ,
  • Kerskos, ul lec'h ma'z a an dud pa varvont,
  • Kersoulaj, ar privezioù,
  • Kerwazi, ti ar re sot,
  • Kerziboan, ul lec'h m'eo lezirek an dud,

Anvioù fentus da rannoù eus ar c'horf[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kergof, ar c'hof,
  • Kervramm, ar fraezh.
  • Milin ar brenn : an toull-revr
  • Riboul ar patatez: ar genoù
  • Toull-brenn, toull ar brenn, milin ar brenn : an toull-revr

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Ar c'houeriad. — Aman e Plounetra ni n'hon doa nemet 35°; met n'eo ket re fall evid eur c'hoz tamm toull evel henman." Feiz ha Breiz, miz Meurz 1924, p. 105.