Anv ar rozenn (film)
Anv ar rozenn a zo ur film istorel kenbroduet etre Bro-C'hall, Italia ha Bro Alamagn, sevenet gant Jean-Jacques Annaud, deuet er-maez e 1986. Azasaet eo bet ar film diwar ar romant skrivet gant Umberto Eco e 1960, kontañ a ra istor ur manac'h, Guillaume de Baskerville, o kas da benn un enklask e-barzh ur manati evit kompren abalamour da betra ez eus menec'h o vervel[1].
Ar film en deus gounezet Cesar ar gwellañ film estren e 1987, ha resevet gantañ meur a briz e festivalioù all : gwellañ aktour (Sean Connery) er Deutscher Filmpreis e 1987 hag er BAFTA Awards e 1988, gwellañ pintañ ha kinklañ, gwellañ skeudenn ha gwellañ renañ arzel[2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1327, en un abati ‘mod sant Benead, ez eus menec’h o vont diwar wel. Guillaume de Baskerville, ur Frañsezad, gant skoazell Adso von Melk, a zo war an enklask.
Evezhiadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Advouezhiet e oa bet ar film e brezhoneg e 2024 gant Dizale ha skignet war Brezhoweb gant istitloù e brezhoneg hag e galleg[3].
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sevener : Jean-Jacques Annaud
- Skrid-aozañ : Gérard Brach, Alain Godard, Andrew Birkin hag Howard Franklin, diazezet war romant Umberto Eco
- Ti-produiñ : Les Films Ariane, FR3 Films Production, Cristaldifilm, Neue Constantin
- Kevredad dasparzhañ : Acteurs Auteurs Associés, 20th Century Fox, Constantin Film
- Sonerezh : James Horner,
- Komedianed vrudetañ : Sean Connery, Christian Slater, Helmut Qualtinger, Elya Baskin, Michael Lonsdale
- Padelezh : 131 munutenn,
- Yezhoù orin : saozneg, latin, italianeg
- Deiziad dont er-maez : 17 a viz Kerzu 1986.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Florent Grouin, Deiziataer sevenadurel miz Genver 2025 : Film Anv ar Rozenn, Brezhoweb, d'an 3 a viz Genver 2025
- ↑ Yann Boishardy, Abadenn Avel Em Fenn, Radio Bro Gwened, d'ar 6 a viz Genver 2025
- ↑ (fr) Vous avez déjà entendu Sean Connery parler breton ? Découvrez Le Nom de la Rose doublé dans cette langue !, Allo Ciné, d'ar 1añ a viz Genver 2025
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Anv ar rozenn war IMDb