Antropologiezh
Neuz
antropologiezh
Iskevrennad eus | skiantoù sokial |
---|---|
Rann eus | skiantoù sokial |
Anv er yezh a orin | ἄνθρωπος |
Is the study of | denelezh |
Istor | history of anthropology |
Pleustret gant | antropologour |
An antropologiezh, pe c'hoazh an denoniezh, eo ar skiant a studi an Den e pep keñver : emdroadur, korfadurezh, bevoniezh, kleñvedoù, kevredigezh, sevenadur hag all. War un dachenn strisoc'h ez eo he fal studiañ ar c'hevredigezhoù nann-kornôgat, pe c'hoazh ar bihanniveroù kenelel kornogat[1].
Meur a skol zo en denoniezh :
- ar skol gevredadourel gall, enni Émile Durkheim, Marcel Mauss, Claude Lévi-Strauss
- ar skol gevredadourel breizhveurat, enni J.G. Frazer, Bronislaw Malinowski, A.R. Radcliffe-Brown, E.E. Evans-Pritchard
- ar skol sevenadurel stadunanat, enni L.H. Morgan, Franz Boas, Marvin Harris, Clifford Geertz)
Troet gant tu arouezel ha tu kevredadourel an denoniezh eo ar C'hallaoued, ur skourr eus argevredadouriezh eo an denoniezh hervezo ; lod denoniourion e kav dezho ned a ket ar C'hallaoued don a-walc'h e studi danvezel ha fizikel ar c'hevredigezhioù.
Liesdiskiblezheloc'h eo an doare angl-ha-sakson, pa rann an denoniezh e pevar skourr :
- an denvevoniezh, pe denoniezh fizikel, a studi emdroadur perzhioù fizikel an den, hiloniezh ar pobladoù ha diazezoù bevoniel emzalc'h an dud, pe hini o c'herent ar primated
- an denoniezh kevredadourel, a studi frammoù ar gevredigezhioù, ar politikerezh, ar gerentiezh a-douez tachennoù all ; un adskourr eo an denoniezh sevenadurel, a studi an doareoù-bevañ, ar relijionoù, ha kement tu arouezel ar c'hevredigezhoù denel — an dudoniezh eo an iskourr-mañ e gwirionez
- an denoniezh ragistorel, a studi ar c'hevredigezhoù denel a-wezhall, dre ar c'halvezadoù a zo chomet war o lerc'h
- ar genelyezhoniezh, a studi penaos e kemm ar yezhoù dre ar c'hevredigezhoù denel.
Un nebeud dodennoù studiet gant an denoniourion
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Den hag an Natur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Denoniezh kevredadourel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar patromoù hag an dezvegoù kevredadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar sevenadur
- Ar genel[2]
- Ar berzhourelezh keneliek
- An eskemmoù sevenadurel
- Ar rouedadoù kevredadel
- An urzhazh
- An darempredoù etre maouezed ha gwazed
- An doareoù-bevañ
- Ar gwir
- Ar c'hevredikaat hag an deskadurezh
Ar gerentiezh hag an nesañded
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar gerentiezh
- An nesañded : an dimeziñ
- An etreweredoù e diabarzh ar gerentiezh
- Al lignezoù
Ar frammoù politikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An denoniezh politikel
- Ar brezelioù
An tuioù arouezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An denoniezh vredel
- An denoniezh relijiel
- Denoniezh an arzoù
- Ar c'hoarioù
- Ar gomz hag al lavar
- Ar lidoù
- Arouezioù ar jestroù
- Teknikoù ar c'horf
Antropologiezh an armezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Armerzh ar c'hevredigezhioù hengounel
- Denoniezh an embregerezhioù
Istor an denoniezh kevredadourel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar skol emdroadour :
- Ar skol danvezelour :
- Ar skol amledadour :
- Ar skol kevredadelour c'hall :
- Ar skol angl-ha-sakson :
- Ar skol dudouriel :
- Ar skol strukturelour :
- Ar skol arouezel :
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ An dudoniezh eo ar skiant a studi pobladoù resis, pa 'z eo pal an denoniezh kompren ar spesad denel en e bezh.
- ↑ Kenel-ioù,anv-kadarn benel : kevredigezh tud, boutin o orin, o yezh hag o sevenadur.