Mont d’an endalc’had

Anselme d'Isalguier

Eus Wikipedia

Anselme d'Isalguier a oa un ergerzher eus Tolosa hag a reas ur veaj en Afrika er XVvet kantved.

Mont a reas d'ar c'hevandir afrikan war-dro 1402 pe 1405 ha diskenn stêr Nijer betek Gao, e-kreiz an impalaeriezh songhai. Eno ec'h euredas gant ur vaouez hag e tistroas ganti ha gant o merc'h da Dolosa e 1413. Asambles gante e oa mevelien hag en o zouez un tizog en dije pareet an daofin.

D'Isalguier en dije skrivet e eñvorennoù beajour hag ur geriadur teiryezhek (arabeg ha moarvat songayeg ha berbereg, gant an droidigezh e latin ha galleg). Deskrivet eo bet an dornskridoù-se gant ur chaloni eus Lyon e penn kentañ an XVIIIvet kantved met kollet int bet abaoe.

  • Les Grandes Découvertes, gant Jean Favier, 1991
  • Histoire de la géographie, gant L. Gallois, 1928