Anatole de Monzie

Eus Wikipedia
Anatole de Monzie

Anatole de Monzie a oa ur politikour gall, bet ministr an deskadurezh e-pad an Trede Republik. Ganet e Bazas (Gironde) d'an 22 a viz Du 1876 ha marvet e Pariz d'an 11 a viz Genver 1947. Bet e oa bet ministr an arc'hant hag an deskadurezh-stad etre an daou vrezel-bed.

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Votet en devoa evit reiñ an holl galloudoù d'ar marechal Philippe Pétain d'an 10 a viz Gouhere 1940. E kazetenn Marcel Déat e tisplege ar vot-se gant frazenn brudet Talleyrand : « Il fallait sauver ce qui pouvait être sauvé ».

Kamalad e oa gant Otto Abetz (kannadour an Trede Reich e Frañs), Louis Darquier de Pellepoix, ha Fernand de Brinon, daou genlabourer d'an Alamagn. Echuet e oa e vuhez politikel e miz C'hwevrer 1942 pa voe lakaet er-maez eus ti-kêr Cahors.

Ar Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 19 a viz Gouhere 1925, Anatole de Monzie, ministr an deskadurezh publik, a embanne dirak stal Breizh an diskouezadeg etrevroadel : " Pour l'unité linguistique de la France, il faut que la langue bretonne disparaisse ". Lakaet ez eus bet arvar war ar frazenn-se gant istorourien c'hall dre ma n'eo bet meneget nemet gant kelaouennoù breizhek. Ur frazenn all avat, ofisieloc'h n'hall ket bezañ, a zo bet skrivet gantañ.

En ur c'helc'hlizher, d'ar 14 a viz Eost 1925, en e respont d'ur goulenn savet gant ar Fédération Régionaliste Française, e enebe krenn ha splann ouzh kelenn ar yezhoù evel ar brezhoneg e skolioù ar stad : « L’École laïque, pas plus que l’Église concordataire, ne saurait abriter des parlers concurrents d’une langue française dont le culte jaloux n’aura jamais assez d’autels. » (Ar skol stad, ha skolioù an Iliz konkordatet ken nebeud-all, ne oufe reiñ bod da barlantoù o keveziñ gant ar galleg, ur yezh ha ne vo biken d'he c'heheliñ trawalc'h a aoterioù.)