Mont d’an endalc’had

An Camchéachta

Eus Wikipedia
Stumm orin An Camchéachta

An Camchéachta (saozneg: The Starry Plough - an arar steredek), an arar-kamm pe ar c'harr-kamm e brezhoneg, a zo ur banniel a voe implijet gant an Irish Citizen Army, ul luskad iwerzhonat sokialour ha republikan, ha piaouet da c'houde gant luskadoù politikel iwerzhonat all.

Stumm kentañ ar banniel zo bet treset gant William H. Megahy diwar mennozh George William Russell eus an Irish Citizen Army marteze[1]. Emañ taolennet war ar banniel steredeg ar C'harr-kamm bras, a vez graet The Plough (an arar) pe Starry Plough (arar steredek) anezhañ e saozneg en Iwerzhon hag e Breizh-Veur.

Banniel orin bet krouet e 1914.

Ar Starry Plough a voe dispaket evit ar wezh kentañ d'ar 5 a viz Ebrel 1914 ha savet er vann en Imperial Hotel gant an Irish Citizen Army da geñver Emsavadeg Pask 1916. Emañ banniel 1916 war wel e Mirdi Broadel Iwerzhon e Dulenn[2].

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Remarks at the Conservation of the original Starry Plough Flag, Michael D. Higgins, 30 Ebrel 2013, war lec'hienn prezidant Republik Iwerzhon
  2. (en) Object: Plough and the Stars Flag war rte.ie