Mont d’an endalc’had

Amzeroniezh Praha

Eus Wikipedia

Amzeroniezh Praha

Kinnig, dre amzeroniezh, darvoudoù istor Praha, kêr-benn ha kêr vrasañ ar Republik Tchek.


Gwel-meur war blasenn ar Gêr Gozh, gant an ti-kêr


XVIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1583 : Ren Rodolphe II – Praha lakaet da gêr-benn an Impalaeriezh Santel German, ha da gêr-benn sevenadur Europa

XVIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1618 : Eil difrenestriñ Praha, penn-kentañ Brezel Tregont Vloaz
  • 1620 : Armeoù tchek trec’het e-pad Emgann ar Menez Gwenn
  • 1621 : 27 denjentil a orin tchek hag alaman lazhet war blasenn ar Gêr Gozh
  • 1635 : Peoc’h Praha etre an impalaer hag un nebeud priñsed protestant, e-pad Brezel Tregont Vloaz
  • 1648 : Ribl kleiz Praha (hag ar C’hastell) aloubet ha preizhet gant armeoù Sveden

XVIIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1741 : Aloubidigezh gant armeoù gall ha bavarian, e-pad Brezel Hêrezh Aostria
  • 1744 : Aloubet gant arme Prusia
  • 1757 : Emgann Praha etre Prusia hag Aostria
  • 1784 : Ar peder c’hêr strollet a-benn krouiñ Praha. Ti-kêr ar Gêr Gozh a zeuas da vezañ sez ar galloud a-fet melestradur
  • 1787 : Opera Don Giovanni gant Wolfgang Amadeus Mozart c’hoariet evit ar wech kentañ e c’hoariva ar Stadoù e Praha

XIXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1918 : Tchekoslovakia dizalc’h, Praha lakaet da gêr-benn
  • 1938 : Sudeted aloubet gant arme an Trede Reich, hag ar vro a-bezh e 1939
  • 1942 : Gwalldaol a-enep daReinhard Heydrich, gwaskadur nazi da heul
  • 1945 : Praha bombezennet, padal e oa Dresden ar pal (200 km pelloc’h)
    Miz Mae, dieubet Praha gant ar rezistañs, Arme Ruz o tegouezhout
  • 1948 : Taol Praha (putsch ar gomunourien) kaset gant Klement Gottwald, hag eñ war pondalez palez Kinský, plasenn ar Gêr Gozh
  • 1952 : Prosez Praha, spurjoù
  • 1968 : Nevezamzer Praha echu, aloubet ar vro gant armeoù feur-emglev Varsovia, normaladur ar vro
  • 16 a viz Genver 1969 : Jan Palach, 21 bloaz, studier e skol-veur Charlez, en em aberzhas a-benn diskouez eo eo a-enep aloubidigezh armeoù Feur-emglev Varsovia. Un arouez e teuas da vezañ er vro a-bezh
  • 17 a viz Du 1989 : manifestadeg studierien, kastizet da vat, penn-kentañ an Dispac’h Voulouz
    Miz Kerzu 1989 : Václav Havel dilennet prezidant
  • 1añ a viz Genver 1993 : Disparti etre Tchekia ha Slovakia

XXIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • miz Eost 2002 : Dour-beuz, lod brasañ annezidi ar gêr a rankas mont kuit
  • 2006 : Palez Škoda, ur savadur doare arz kinklañ, a zeuas da vezañ ti-kêr nevez Praha

Patrom:Portal Tchekia