Jan Palach
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Czechoslovak Republic, Czechoslovak Socialist Republic, Tchekoslovakia |
| Anv e yezh-vamm an den | Jan Palach |
| Anv-bihan | Jan |
| Anv-familh | Palach |
| Deiziad ganedigezh | 11 Eost 1948 |
| Lec'h ganedigezh | Londýnská, Všetaty |
| Deiziad ar marv | 19 Genver 1969 |
| Lec'h ar marv | Borůvkovo sanatorium |
| Doare mervel | emlazh |
| Abeg ar marv | self-immolation |
| Deiziad douarañ pe deviñ | 25 Genver 1969 |
| Lec'h douaridigezh | Olšanské hřbitovy, Všetaty |
| Breur pe c'hoar | Jiří Palach |
| Yezh vamm | tchekeg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | tchekeg |
| Micher | university student |
| Bet war ar studi e | Faculty of Arts, Charles University in Prague, Gymnázium Jana Palacha |
| Relijion pe kredenn | Evangelical Church of Czech Brethren |
| Ezel eus | Parish Church of the Evangelical Churches of Czech Brethren in Libiš, T.J. Sokol Všetaty, Sokol |
| Darvoud-alc'hwez | self-immolation of Jan Palach |
| Prizioù resevet | Order of Tomáš Garrigue Masaryk, 1st class, Čestná medaile T. G. Masaryka |
Jan Palach (11 Eost 1948 – 19 Genver 1969) a oa ur studier tchek hag en em zistrujas dre an tan e Praha e miz Genver 1969 evit sevel a-enep aloubadeg Tchekoslovakia gant armeoù URSS ha broioù all Emglev Varsovia da heul Nevezamzer Praha. C'hwezhañ a reas an tan ennañ e-unan d'ar 16 a viz C'hwevrer war ur blasenn e kreiz kêr ha mervel a reas tri devezh goude, d'an 19 a viz Genver.
Treiñ a reas obidoù Palach en ur vanifestadeg vras a-enep an alouberien rusian. Miz war-lerc'h (d'ar 25 a viz C'hwevrer) en em zistrujas ur studier all, Jan Zajíc, er memes doare hag er memes lec'h. E miz Ebrel er bloavezh-se ivez en em lazhas un den all, Evžen Plocek, e Jihlava.

Douaret e voe Jan Palach e bered Olšany e Praha[1]. Dre ma teue ur bern tud da lakaat bleunioù war e vez e voe tennet e gorf dioutañ e-kerzh un noz gant ar polis kuzh (Státní Bezpečnost, "Surentez ar Stad"), e miz Here 1973 ; devet e voe e gorf ha kaset e ludu d'e vamm, e Všetaty. D'ar 25 a viz Here 1990 e voe ul lid bras da zegas ludu Jan Palach d'e vez kentañ, e Praha.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Find a Grave. Kavet : 28/04/2025.