Jan Hus

Eus Wikipedia
Jan Hus, losket e bev

Jan Hus (distaget [ˈjan ˈɦus] e tchekeg) a oa un doueoniour, ur yezhoniour hag ur skolveuriad tchek. Beleget e voe hag e-pad ur pennad e voe rektor skol-veur Praha, e Bohemia. Unan eus diraraogerien an Disivoud protestant e voe, levezonet gant ar Saoz John Wyclif. Eskumunuget e voe gant an Iliz katolik e 1411 ha kondaonet gant sened-iliz Konstanz. Losket e voe war un tantad d'ar 6 a viz Gouere 1415.

Goude e varv e voe un doare kroaziadeg a-enep e heulierien anvet Husidi.

Gant Jan Hus e voe ijinet an háček (pe karon), un arouez diakritek implijet e skritur an tchekeg.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.