Mont d’an endalc’had

Amsterdam Zuidoost

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Amsterdam Zuidoost
Amsterdamse Poort e Zuidoost

Amsterdam Zuidoost ("gevred" e nederlandeg) a zo unan eus ar 15 karter (stadsdelen e nederlandeg) a ya d'ober Amsterdam, kêrbenn an Izelvroioù. E Zuidoost e kaver Bijlmermeer, Venserpolder, Gaasperdam, ar gêriadenn Driemond, an takad greanterezh Amstel III/Bullewijk m'emañ "ArenA Boulevard". 84 811 annezad a zo, ha 22,08 km² eo gorread ar c'harter. Ouzhpenn 130 broadelouriezh a gaver er c'harter : 30% a dud a orin izelvroat, 30% a orin eus Surinam, 23% a orin eus Afrika, 6% a orin eus an Antilhez Nederlandat ha 2% a orin eus Maroko. Un ezklozadur eo Amsterdam Zuidoost, rak n'eo stok ouzh karter ebet eus Amsterdam.

Al lodenn eus Amsterdam Zuidoost anvet Bijlmermeer a oa bet raktreset sevel anezhi evel ur gêr eus an dazont, diwar reolennoù arkitektouriezh Le Corbusier. En holl e voe savet 18 000 annez, 13 000 anezho a oa ranndioù. Siegfried Nassuth eo an arkitektour a reas war-dro ar chanter, hag a grogas e 1963. Ar savadur bras kentañ, anvet Hoogoord, a voe echu e 1968, hag an holl re all e 1975. E 1977 e voe digoret linenn gentañ metro Amsterdam, eus Zuidoost da greiz-kêr ha da di-gar Amsterdam (Amsterdam Centraal).

E 1992 ez eas ur c'harr-nij israelat da flastrañ war ar savadurioù anvet Groeneveen en Kruitberg, e-kreiz Bijlmermeer. En Izelvroioù ez eo anvet Bijlmerramp an darvoud-se. 43 den a varvas, hag ur maen-koun a zo bet savet e-lec'h ma flastras ar c'harr-nij.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.