Mont d’an endalc’had

Amália Rodrigues

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Amalia Rodrigues)
Amália Rodrigues e 1969

Amália da Piedade Rebordão Rodrigues (Lisboa, 23 Gouere pe 1añ Gouere 1920Lisboa, 6 Here 1999) a oa ur ganourez fado hag un aktourez eus Portugal. Kontet eo da vezañ ar brasañ kanourez fado bet biskoazh. A-drugarez dezhi eo bet brudet ar fado er bed-holl. Douaret eo e Panteon broadel Portugal e-touez harozed veur Portugal.

Anavezet e oa gant an holl evel Rouanez ar Fado anezhañ unan eus stiloù aroueziusañ hag heverkañ sonerezh hengounel ha broadel Portugal. Dre se ez eus bet c'hoariet gant Amália Rodrigues ur rol dibar e sevenadur Portugal. Sellet e veze outi gant kalz a dud evel unan eus kannaded wellañ Portugal en estrenvro. Perzh he deus kemeret Amália en abadennoù skinwel niverus dre ar bed ma kane fado ha tonioù all eus sonerezh hengounel Portugal. Kanet he deus tonioù estren ivez evel, da skouer, sonerezh spagnol.

Merc'h uvel ur botaouer a oa aet da glask e vara da Lisboa e oa Amália da Piedade Rodrigues. Ur familh pevar a vugale e oa. Ganet e voe da bemp eur d'an 23 a viz Gouere 1920 er straed Martim Vaz, e parrez Pena e kêr Lisboa. Amália avat a c'houlenne e vije lidet he deiz-ha-bloaz d'ar 1 a viz Gouere (no tempo das cerejas - "da goulz ar c'herez"), emezi : talvez por ser essa a altura do mês em que havia dinheiro para me comprarem os presentes, "marteze peogwir e oa hennezh ar mare eus ar miz ma oa un tamm arc'hant er gêr evit gellout profañ din un draig bennak". Pevarzek miz war-lerc'h, dilabour atav, e tiviz he zad distreiñ da Fundão met Amália a chom gant he zud-kozh er gêr-benn. Abred e tiskouezas bout ampart da ganañ. Abaf e oa, ha kregiñ a reas da ganañ evit he zad-kozh hag an amezeien a bede anezho. En he yaouankiz e kane tonioù tango Carlos Gardel hag ar c'hanaouennoù poblek a gleve hag a veze pedet da ganañ. D'he 9 bloaz e voe kaset Amália d'ar skol gant he zad-kozh dilizherennek. Plijout a rae dezhi met pa voe 12 vloaz e rankas kuitaat ar skol evel a veze graet e tier ar re baour.

Da 14 vloaz ez eas en-dro da vevañ gant he zud deuet en-dro etretant da Lisboa. Met ne oa ket ken brav dezhi evel e ti he zud kozh : ret e veze dezhi sikour he mamm hag ober war-dro he breur henañ, garv an tamm anezhañ.

Da 15 vloaz e veze o werzhañ frouezh e Cais da Rocha, ha sachañ a reas evezh warni abalamour d'he mouezh divoas. Mont a reas el laz Marcha Popular de Alcântara (e festoù Santo António de Lisboa) en 1936. An ensaiador a zalc'has war Amália evit ma'z aje da lakaat hec'h anv en ur genstrivadeg kanerezed yaouank anvet Concurso da Primavera evit gounit an anv Rainha do Fado (rouanez ar fado). Amália ne gemeras ket perzh a-benn ar fin rak ne felle ket d'ar c'hanerezed all kanañ ma kane-hi.

Amália Rodrigues a oa kannadez Portugal er bed a-bezh, pan eas da ganañ d'an holl vroioù, eus Lisboa da Rio de Janeiro, eus New York da Roma, eus Tokyo d'an URSS, eus Mec'hiko da Londrez, eus Madrid da Bariz ma kanas alies en Olympia).
Brud a reas d'ar portugaleg ha d'ar Fado.

Pladennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Perseguição (1945)
  • Tendinha (1945)
  • Fado do Ciúme (1945)
  • Ai Mouraria (1945)
  • Maria da Cruz (1945)
  • Ai Mouraria, 1951/52
  • Sabe-se Lá, 1951/52
  • Novo Fado da Severa (1953)
  • Uma Casa Portuguesa (1953)
  • Primavera (1954)
  • Tudo Isto é Fado (1955)
  • Foi Deus (1956)
  • Amália no Olympia (1957)
  • Povo que Lavas no Rio (1963)
  • Estranha Forma de Vida (1964)
  • Amália Canta Luís de Camões (1965)
  • Formiga Bossa Nossa (1969)
  • Amália e Vinicius (1970)
  • Com que Voz (1970)
  • Fado Português (1970)
  • Oiça Lá ó Senhor Vinho (1971)
  • Amália no Japão (1971)
  • Cheira a Lisboa (1972)
  • Amália no Canecão (1976)
  • Cantigas da Boa Gente (1976)
  • Lágrima (1983)
  • Amália na Broadway (1984)
  • O Melhor de Amália - Estranha Forma de Vida (1985)
  • O Melhor de Amália volume 2 - Tudo Isto é Fado (1985)
  • Obsessão (1990)
  • Abbey Road 1952 (1992)
  • Segredo (1997)

Pevar film zo bet graet gant Bruno de Almeida diwar-benn Amália:

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]