Mont d’an endalc’had

Amadeu Ferreira

Eus Wikipedia
Amadeu Ferreira
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhPortugal Kemmañ
Anv-bihanAmadeu Kemmañ
LesanvFracisco Niebro, Marcus Miranda, Fonso Roixo Kemmañ
Deiziad ganedigezh29 Gouere 1950 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFreguesia de Sendim Kemmañ
Deiziad ar marv1 Meurzh 2015 Kemmañ
Lec'h ar marvLisbon Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev Kemmañ
BugelJosé Ferreira Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetportugaleg, mirandeg Kemmañ
ImplijerUniversidade Nova de Lisboa Kemmañ
Kargmember of the Assembly of the Republic Kemmañ
Bet war ar studi eUniversidade do Porto Kemmañ
Ezel eusAssembly of the Republic Kemmañ
Prizioù resevetCommander of the Order of Merit of Portugal, Order of Merit of Portugal Kemmañ

Amadeu José Ferreira (Sendim, 29 Gouere 1950 - Lisbon, 1añ Meurzh 2015) a oa ur c’helenner, alvokad ha skrivagner portugalat en deus labouret evit adsevel ar mirandeg[1].

Studioù war ar gwir en deus graet ha labouret en deus evel kelenner e kevrenn ar gwir e skol-veur nevez Lisbon.

Troet en deus a bep seurt traoù e mirandeg : oberennoù lennegel portugalek evel da skouer Os Lusíadas gant Camões, Mensagem gant Pessoa, pe c’hoazh skridoù klasel latin gant Horatius, Virgílius pe Catullus, pevar aviel an Testamant Nevez pe daou eus albomoù Astérix ar Galian.

Skridoù savet gantañ en deus embannet ivez : barzhonegoù, skridoù komz-plaen pe pennadoù a bep seurt embannet e meur a gelaouenn pe er gazetenn bemdeziek Público.

Bez’ e voe e penn an Associació de Llengua i Cultura Mirandesas, koulz hag e penn an Acadèmia de Lletres de Trás-os-Montes. Kannad e voe ivez e parlamant Portugal, etre 1980 ha 1982, en anv ar gostezenn União Democrática Popular (UDP)[2].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]