Mont d’an endalc’had

Mirandeg

Eus Wikipedia
Tachenn ar mirandeg

Ar mirandeg (mirandeg : lhéngua mirandesa pe astur-lhionés ; portugaleg : língua mirandesa pe mirandês) zo ur yezh romanek komzet e biz Portugal. Anavezet e oa bet ez-ofisiel evit ar wech kentañ gant Breujoù Portugal e miz Genver 1999.

Disheñvel eo ar mirandeg diouzh ar portugaleg unvan e meur a geñver, rak diorroet e oa bet ar mirandeg diwar al leoneg a veze komzet e hanternoz Iberia. Kar eo d'an asturianeg neuze, met disheñvel eo an eil yezh diouzh eben abalamour ma'z eo bet levezonet ar mirandeg gant ar portugaleg tra m'eo bet levezonet an asturianeg gant ar spagnoleg.

Komzet e vez hiziv gant nebeutoc'h evit 5 000 den evel yezh kentañ, e Miranda do Douro dreist-holl.

Teir rannyezh zo : "mirandeg ar vevenn", "mirandeg ar c'hreiz" ha "mirandeg sendinek".

An darn vrasañ eus an dud a gomz mirandeg a oar portugaleg ha lod all zo barrek war ar spagnoleg ivez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.