Alun Lewis (Aberdâr)
- Meur a zen zo bet anvet Alun Lewis.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet, Kembre |
Anv-bihan | Alun |
Anv-familh | Lewis |
Deiziad ganedigezh | 1 Gou 1915 |
Lec'h ganedigezh | Aberdâr |
Deiziad ar marv | 5 Meu 1944 |
Lec'h ar marv | Myanmar |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | barzh, skrivagner |
Bet war ar studi e | Skol-veur Aberystwyth, Victoria University of Manchester |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Skour lu | British Army |
Diellaouet gant | Levraoueg Vroadel Kembre |
Prizioù resevet | John Llewellyn Rhys Prize |
Ur barzh saoznek eus Aberdâr e oa Alun Lewis (1 a viz Gouhere 1915 - 5 a viz Meurzh 1944). Lavaret e vez e oa barzh gwellañ an Eil brezel-bed.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Cwmaman (Rhondda Cynon Taf) e-kichenik Aberdâr. Kelenner e oa e dad. E dri breur a voe mengleuzerien Soudardiñ a reas e 1940, goude ma oa peoc'hgarour. Dimezet e oa da Gwenno Ellis, ur gelennerez, d'ar 5 a viz Gouhere 1941. En em lazhañ a reas da 28 vloaz gant e bistolenn nepell diouzh Arakan e Birmania d'ar 5 a viz Meurzh 1944.
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ar c'hampagn brezel a-enep lu Impalaeriezh Japan e Birmania, e voe adkavet gant ur bolod er penn. Naetaet ha troc'het e varv, adkavet e oa bet nepell diouzh sal dour an ofiserien, gant e bistolenn en e dorn. Marvet eo c'hwec'h eurvezh goude. En desped da vezañ anat e oa un emlazh al lez-varn milourel karget gant an enklask a embannas e oa ur gwallzarvoud.
Barzhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Raiders' Dawn
Softly the civilized
Centuries fall,
Paper on paper,
Peter on Paul.
And lovers walking
From the night -
Eternity’s masters,
Slaves of Time -
Recognize only
The drifting white
Fall of small faces
In pits of lime.
Blue necklace left
On a charred chair
Tells that Beauty
Was startled there.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Last Inspection (danevelloù) (1944)
- Raider's Dawn and other poems (1944)
- Ha! Ha! Among the Trumpets (1945)
- In the Green Tree (lizheroù) (1948)