Alun Lewis (Aberdâr)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Alun Lewis, barzh saoznek a Gembre

Ur barzh saoznek eus Aberdâr e oa Alun Lewis (1 a viz Gouhere 1915 - 5 a viz Meurzh 1944). Lavaret e vez e oa barzh gwellañ an Eil brezel-bed.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Cwmaman (Rhondda Cynon Taf) e-kichenik Aberdâr. Kelenner e oa e dad. E dri breur a voe mengleuzerien Soudardiñ a reas e 1940, goude ma oa peoc'hgarour. Dimezet e oa da Gwenno Ellis, ur gelennerez , d'ar 5 a viz Gouhere 1941. En em lazhañ a reas da 28 vloaz gant e bistolenn nepell diouzh Arakan e Birmania d'ar 5 a viz Meurzh 1944.

Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar c'hampagn brezel a-enep lu Impalaeriezh Japan e Birmania, e voe adkavet gant ur bolod er penn. Naetaet ha troc'het e varv, adkavet e oa bet nepell diouzh sal dour an ofiserien, gant e bistolenn en e dorn. Marvet eo c'hwec'h eurvezh goude. En desped da vezañ anat e oa un emlazh al lez-varn milourel karget gant an enklask a embannas e oa ur gwallzarvoud.

Barzhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Raiders' Dawn


Softly the civilized
Centuries fall,
Paper on paper,
Peter on Paul.


And lovers walking
From the night -
Eternity’s masters,
Slaves of Time -
Recognize only
The drifting white
Fall of small faces
In pits of lime.


Blue necklace left
On a charred chair
Tells that Beauty
Was startled there.


Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • The Last Inspection (danevelloù) (1944)
  • Raider's Dawn and other poems (1944)
  • Ha! Ha! Among the Trumpets (1945)
  • In the Green Tree (lizheroù) (1948)

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]