Also sprach Zarathustra (Strauss)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Also sprach Zarathustra ("Evel-se e komze Zarathoustra") zo ur varzhoneg sinfoniek gant ar sonaozour alaman Richard Strauss (1864-1949) e 1896 diwar oberenn Friedrich Nietzsche, Evel-se e komze Zarathoustra.

Implij er sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet-kaer eo oberenn Richard Strauss gant ar re sot gant ar filmoù skiant-faltazi : dibabet e voe an digoradur (Einleitung en alamaneg) anezhi gant ar sevenour stadunanat stanley Kubrick (1928-1999) evit e film hir 2001: A Space Odyssey (kentaenn d'an 2 a viz Ebrel 1968 e Washington D.C.). Daoust ha m'eo meneget anv Karl Böhm (1894-1981) e roll klozañ ar film, ez eo ar penn laz-seniñ aostrian Herbert von Karajan (1908-1989) a rene laz-seniñ filarmonek Vienna e giwionez er sonenrolladenn-se.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]