Alfonso VIII Kastilha
Alfonso VIII Kastilha (1155-1214) a voe roue Kastilha war-lerc'h e dad Sancho III Kastilha (1134-1158) ; a-hed e ren e vrezelas ouzh e genderv Alfonso IX León (mab da Fernando II León) hag ouzh an Almohaded ; trec'h e voe war ar re-se en emgann Las Navas de Tolosa e 1212, skoaz-ouzh-skoaz gant [Pedro II Aragon|Pedro II el Católico]], roue Aragon, ha Sancho VII el Fuerte, roue Navarra.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas da Leonor Plantagenêt, merc'h da Herri II Bro-Saoz ha d'e bried Eleanora Akitania. Dek bugel o doe da vihanañ, muioc'hik moarvat.
- Berenguela, (Segovia 1179- Manati las Huelgas, 1246), Rouanez Kastilha ha pried da Alfonso IX León;
- Sancho (1181-1181), marvet da dri miz
- Sancha (1182-1184), n'eus roud ebet anezhi goude 1184. Beziet eo e panteon an tiegezh, e Manati las Huelgas.
- Urraca (1186–1220), dimezet en 1211 da Afonso II , Roue Portugal;
- Blanca (Palencia, 1188–Melun, 1252). Dimezet en 1200 da Loeiz VIII (Bro-C'hall), mamm da Loeiz IX (Bro-C'hall);
- Fernando (Cuenca, 1189–Madrid, 1211), pennhêr, marvet a-raok e dad, ne renas ket;
- Mafalda Kastilha (Plasencia, 1191-Salamanca 1204);
- Leonor (war-dro 1190–1244), rouanez Aragon goude he dimeziñ en 1221 da Jaime Iañ Aragón;
- Constanza Kastilha (m. 2 de enero de 1243), abadez manati Santa María la Real de Las Huelgas en Burgos;
- Enrique ( 1204–Palencia, 1217), roue Kastilha war-lerc'h e dad Alfonso VIII, evel Enrique Iañ; marvet da drizek vloaz.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa varvas Alfonso VIII e 1214 e voe beziet e Manati las Huelgas de Burgos, bet diazezet gantañ. E vab Enrique (1204–1217) a voe anvet da roue Kastilha war e lerc'h : dek vloaz hepken ne oa, ha mervel a reas tri bloaz goude. E c'hoar Berenguela Iañ Kastilha a renas neuze a-raok lezel ar gurunenn gant he mab Fernando III Kastilha.