Mont d’an endalc’had

Alban Verulamium

Eus Wikipedia

Alban Verulamium, merzher kristen

Alban Verulamium, anavezet evel sant Alban, a oa ur merzher kristen, an hini kentañ en Enez Vreizh, en IIIe pe IVe kantved.

Dibennet e vije bet, war un dro gant ar sent all Amphibalus ha Julius hag Aaron, e kêr roman Verulamium, a zo hiriv St. Albans, e kreisteiz Hertfordshire, 31 km en hanternoz da greiz-kêr Londrez, hag eno e vez enoret abaoe.

Santelezehet e voe e dibenn an Xvet kantved, goude ar bloaz 993[1].

A-raok an amzer ma teuas ar relijion gristen da relijion ofisiel an impalaeriezh roman e veze heskinet ar gristenien gant ar galloud.
En amzer ma rene an impalaer Diocletianus en doa Alban roet bod d'ur beleg kristen hag a oa klask warnañ, Amphibalus e anv, ha levezonet e oa Alban gantañ ken e troas ouzh ar feiz kristen, petra bennak ma oa bet gourc'hemennet lakaat d'ar marv an holl gristenien a oa en Impalaeriezh.

Pa erruas ar soudarded e ti Alban da gregiñ er beleg e wiskas Alban mantell Amphibalus ha harzet e voe en e lec'h. Dirak ar barner ec'h anzavas Alban e relijion nevez ha kondaonet e voe d'ar marv.

Dibennet e voe, a-hervez, war-dro ar bloaz 308, war un dorgenn serzh, ma ruilhas e benn war-draoñ, hag el lec'h ma chomas a-sav e tiflukas ur feunteun.
Un abati a voe savet, hervez ar richenn, el lec'h ma oa bet lakaet ar sant d'ar marv, ha diwar anv an abati e teu anvioù kêr St. Albans hag hec'h iliz-veur, deuet da vezañ ur gêr vras en hanternoz da Londrez.

Meneget eo anv Alban Verulamium e De Excidio Britanniae ar manac'h ha sant Gweltaz (war-dro 500 – 570).

  1. (en) Hallett, P. E. : The canonization of saints. Kavet : 19/06/2026.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]