Alarig Iañ
Alarig Iañ, pe Alareiks e goteg, a voe roue ar Vizigoted eus 395 betek 410. Ganet e voe war Enez Peuce (e Roumania a-vremañ) war-dro ar bloavezh 370, hag e Cosenza (Italia a-vremañ) e varvas e 410. Bez' e voe Alarig Iañ unan eus komandanted ar C'hoted a oa e servij an impalaer roman Teodosius Iañ ; pa varvas hennezh e tivizas Alarig aloubiñ ur rann eus an Impalaeriezh, ma wastas Trakia ha Makedonia (395) kent lakaat truaj war Aten.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa, a greder da Alaviv, eus klan ar Valted. Ganet e oa e kamp roman Platei Pegiae, e delta an Danav. En amzer-se e oa deuet ar C'hoted, abaoe ur feur-emglev sinet gant an impalaer Constantinus Iañ, da vezañ fœderati[1], e Dakia, dilezet gant Roma.
Pa oa bugel ez eas da heul e bobl, renet gant Fritigern hag Alaviv, d'ober ergerzhadeg vras ar Vizigoted war-du ar c'hornôg. E 376 e treuzjont harzoù an Impalaeriezh roman p'edont o tec'hel a-zirak an Huned. Goude emgann Adrianoùpolis, e 378, e varvas an impalaer Valens, ha Thodosius an hini a gemeras e lec'h. Ur feur-emglev nevez a voe sinet etre an impalaer hag ar Vizigoted, e 382, ha staliet e voent e Mesia.
E servij an impalaer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er IVvet kantved e veze implijet foederati gant an impalaerien roman: ar re-se a oa soudarded vareadek dindan urzhioù ofiserien roman, met aozet hervez boazioù o meuriadoù. Evit espern arc'hant ha chom hep gwaskañ re war an dud da sachañ re a dailhoù diganto e oant kroget da c'hoprañ Germaned, hag ar C'hoted a oa ar re niverusañ anezho. E 382 e oant bet aotreet da zont da chom war douaroù an impalaeriezh en ur virout o emrenerezh.
E 394 e teuas Alarig da vout pennjeneral ar foedari vizigot dindan Teodosius Iañ, ha brezeliañ a reas a-enep Eugenius. En emgann ar Frigidus, e dibenn an droiad-vrezel-se, e welas Alarig pegen gwan e oa difennoù naturel Italia er reter.
Mervel a eure an impalaer Theodosius Iañ e 395, ha rannet e voe an impalaeriezh etre e zaou vab, Arcadius ha Honorius, an eil o kemer ar reter hag egile ar c'hornôg. Arcadius ne oa ket troet gant ar gouarnamant, setu ma laoskas e brefed Rufinus da c'houarn. Honorius a oa minor, re yaouank da ren; se zo kaoz en doa soñjet Theodosius goprañ Stilicho d'ober war e dro. Stilicho a embanne bout diwaller Arcadius ivez, ma veze bec'h etre an div lez.
Hervez Edward Gibbon en The History of the Decline and Fall of the Roman Empire, en devoa spi Alarig da vezañ anvet da jeneral, e-lec'h chom da letanant. Ne voe ket uhelaet ha se zo kaoz en em savas.
Pa voe anvet da c'houarnour Illiria gant an impalaer roman Flavius Arcadius, a oa o klask e sioulaat, e tagas Impalaeriezh roman ar C'hornôg ma lakaas truaj war an impalaer Honorius kent aloubiñ Norzh Italia (402).
Pa voe trec'het e Verona gant ar jeneral Flavius Stilicho e 403 e tistroas da Illiria.
War-dro 408 pe 409 edo Alaric en Toskana ma savas ur c'hamp hirbad, hag aozañ a reas e arme da vont da gemer Roma. Er bloavezh 410, pa nac'has Honorius paeañ an truaj, ez eas da beuraloubiñ Italia, betek lakaat an arigrap war gêr Roma. Eno e skrapas Aelia Galla Placidia, merc'h d'an impalaer Théodosius Iañ (379-395), ha hanterc'hoar d'an impalaer Honorius.
E dibenn 410, goude arigrap Roma (e miz Eost 410) en em gavas ar Vizigoted e kreisteiz ledenez Italia ; Alarig en devoa c'hoant da vont da Africa (ar proviñs roman) o tremen dre Sikilia, hag e preizhas Italia ar Su, ma varvas e 410 d'an oad a daou-ugent vloaz pe war-dro. Beziet e voe e-tal Cosenza. Hag ar C'hoted neuze da zibab ur roue nevez, hag Ataulf a voe dilennet .
War e lerc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alarig, a-raok mervel, en divije fiziet ennañ Aelia Galla Placidia, merc'h an impalaer Theodosius Iañ (379-395), hanterc'hoar d'an impalaer Honorius, prizoniet gant ar Vizigoted abaoe arigrap Roma. Ha setu hi etre daouarn Ataulf.
Alies e vez lavaret eus Alarig e oa kentañ roue ar Vizigoted, met ur brezelour e oa kentoc'h, ha kregiñ a ra al lignez gant e genderv ha mab-kaer Ataulf, a zimezas gant Gala Placidia en 414, hag a voe lazhet en Barcino en 415.
Daoust da se, n'eo nemet goude faezhadenn ar Vizigoted en emgann Vouillé hag ar marevezh anvet interregnum visigot (507–549), e vo ganet Rouantelezh vizigot Toledo.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Eus fœdus, "feur-emglev" : ur boblad foederati a oa ur bobl varbar sinet ganti un emglev gant an impalaeriezh roman ; gopret e veze evit he labour skoazell-arme.