Alan II Brug
Neuz
Alan II Brug (Alain II de Bruc) a voe eskob Treger eus 1276 da 1296[1].
Deuet eo war-lerc'h Alan Lezardrev.
E-kerzh e eskobelezh, ar Gordennerien en em stalias e Gwengamp e 1283, hag an Dominigidi e 1284.
Envel a reas Erwan Helouri da ofisial eskopti Treger ha person Tredraezh. Goude-se en dilec'hias da Louaneg.
Geoffroy (II) Tournemine a zeuas war e lerc'h.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960