Airsoft

Eus Wikipedia
Airsoft
Airsoft
Ur c'hoarier Airsoft
Krouidigezh Bloavezhioù 1980[1]
Padelezh 1980 - Bremañ
Doare Sport

Adsevel istorel
C'hoarioù a-stroll

Bro orin Flag of Japan.svg Japan


Airsoft, pe Softair a-wechoù, a vez graet eus ur sport lec'h ma vez daou skipailh oc'h enebiñ hag o klask risañ an enebourien dre implij adskeudennoù armoù anvet armoù airsoft hag a denn boleodoù plastik 6 pe 8 milimetr.

Dre ma ne vez ket merket an enebourien gant pentur evel er paintball, an airsoft a chom stag ouzh ur c'hod a enor o welet ur c'hoarier o vont maez eus ar c'hrogad adal ar mare ma vez tizhet gant ur bolod ha memes ma n'eus bet test ebet eus ar fed nemetañ.

Istor an Airsoft[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne gaver ket un deiziad resis eus ar c'hentañ tro ma oa bet graet gant ar sport airsoft.

Lam d'an armoù e Japan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude an Eil Brezel-bed e bro Japan e oa bet lakaet e plas meur a lezenn evit difenn ouzh ar vro d'en em armañ hag un-dro. Er bloavezh 1946 gant ar vonreizh nevez e oa bet savet ul lezenn evit difenn ouzh Japaniz perc'henniñ armoù betek an armoù doare dastumadenn.

An adskeudennoù gentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1960 e vez kavet an tu da dremen e-bioù al lezenn dre perc'henniñ adskeudennoù armoù savet gant plastik. An embregerezh Maruzen a vezo an hini gentañ da ginnig seurt armoù da werzhañ. Evelato an armoù n'hallent ket tennañ bollodoù gwirion.

An adskeudennoù c'hoari gentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre ar bloavezhioù 1970 betek ar re 1980 e vez graet eus ar mare-se hini ar "c'hlasik airsoft".

E-kreiz ar bloavezhioù 1970[2] , en ur chom stag ouzh al lezenn japanat, o tifenn da grouiñ ha da perc'henniñ armoù-tan, ijinourien ar vro a grogas gant stummañ adskeudennoù o reiñ an tu da dennañ.

Tres ur Gearbox, un adskeudenn airsoft tredan

Tanio Kobayashi a voe unan eus ar re gentañ anezho. Gant an ijinourien-se e vez choazet da implij bollodoù 6 milimetrad skarzhet dre aer gourwasket evel-se e voe kavet an tu da dremen e-bioù d'al lezennoù.

Ar c'hentañ adskeudenn airsoft lakaet e gwerzh a oa bet ur fuzuilh FAMAS (Galleg: Fusil d'assaut de la Manufacture de Saint Étienne). A-feur ma voe produet an armoù-se ne voe ket mui nemetken an dastumerien a voe dedennet met ivez lod tud dedennet evit c'hoari ganto.

Krogadoù o lakaat e-krog div skipailh oc'h enebiñ a voe krouet anvet Survival Games pe Wargame an armoù implijet a vez lesanvet airsoft guns ar pezh a ro hiziv-an-deiz anv ar sport an airsoft.

Tachennoù c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarierien airsoft eus roumania

An airsoft a vez c'hoariet pe war tachennoù en diavaez pe war tachennoù en diabarzh doare penntioù. Ar c'hoadeier hag ar savadurioù dilezet a vez al lec'hioù implijet ar muiañ. Evit chom hep degas kudennoù d'an dud nann c'hoarierien e vez klasket lec'hioù difuet evel ar c'hoadeier hag a c'hell bezañ pell eus an tiez hag an dud.

Evit an tachennoù urban e vez klasket ober gant ar memes doare met diaesoc'h eo neuze ez eo muioc'h tachennoù urban savet a-ratozh hag a vezo kavet. Pa ne gaver ket tachenn ebet e vez tu da furmiñ tachennoù prevez pe tachennoù kêr.

Ar reolenn a zo da sevel harzoù sklaer tro-dro d'al lec'h c'hoari evit ma ne vefe ket direnket an dud nann c'hoarierien anezho. Lakaet e vez panelloù pe c'hoazh seizennoù hervez gorread an dachenn.

Un dachenn troc'h surentez a vez ret kaout etre an dachenn c'hoari ha peurest ar bed dre ar riskloù evit an daoulagad a vez gant ar bollodoù plastik evit tud nann dafaret.

An tu a zo da rannañ an doare tachennoù c'hoari evel:

  • En diavaez war ar maez (koadeier, parkeier...)
  • Urban (penntioù, uzinoù difuet...)
  • CQB (Saozneg: Close Quarter Battle) lec'hioù c'hoari e savadurioù nemetken

E pep tachenn e vezo kavet ul lec'h goudor lesanvet "Safe zone", ul lec'h evit ar c'hoarierien lakaet maez c'hoari dre un ten pe ur fazi hag ul lec'h evit an dud nann c'hoarierien hag a fellfe dezho dont war an dachenn memestra.

Ur soudard eus an USMC o kuitaat an tachenn gourdoniñ evit mont etrezek ul lec'h goudor e-pad ur gourdonadeg tagadenn urban e Camp Lejeune e 2011

An Airsoft dre bro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Flag of Brittany (Gwenn ha du).svg Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Breizh e gaver skipailhoù airsoft e-leizh an darn anezho o kaout an anv Breizh e-barzh:

  • Breizh Airsoft Tactical
  • Breizh Airsoft Force
  • Breizh Airsoft
  • Breizh'hell Airsoft

Ne gaver ket anat un diforc'h gant ar skipailhoù all airsoft dre-ar-bed nemet ar fed da lakaat war-raok an orin breton war an unwiskoù dre implij simboloù Breizh evel an erminigoù pe ar Gwenn-ha-du.

Flag of Belgium.svg Belgia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An airsoft a zo bet degemeret evel ur sport dre anavezadur an Airsoft Alliantie Belgïe vzw (AAB) gant ar Bloso er bloavezh 2008 evel un « unvaniezh sport ofisiel d'an airsoft », gwelet eo a-benn neuze evel ur « sport deraouad » e Flandrez.

Implijet e vez kalz an unwiskoù implijet gant al lu belgian er skipailhoù airsoft eus ar vro-se. An touellivadur a zo neuze an hini ABL (tallizherennoù: Armée Belge/Belgisch Leger)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embregerezhioù Airsoft[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]