Aiolos (doue)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Aiolos, war ur pezh marmor kozh

Aiolos (henc'hresianeg : Αἴολος / Aíolos, latinekaet en Aeolus) eo mestr an avelioù e mojennoù Henc'hres.

Da gentañ e oa un den marvel, en Odysseia Homeros bepred. Eno eo mab da Hippotes, ur roue marvel eus Aiolis, mignon d'an doueed, hag en deus bet mestroni war an avelioù a-berzh Zeus.

Hervez ur vojenn all e veve en Aiolia, un enez war-neuñv, hag e oa mab da Boseidon.

Ren a rae war an avelioù, a zo serret en ur c'hev en Inizi Eolian, pe en ur sac'h-lêr. N'o lez da vont da redek nemet p'en devez urzh digant Zeus. Pa c'hoari e benn e-unan ha pa laosk an avelioù hep kaout urzh ne vez nemet korventennoù, peñse ha distruj.

Evit skoazellañ Odysseüs e roas dezhañ seier-lêr an avelioù. Ne oa nemet unan anezho a oa ennañ an avel vat. Met martoloded Odysseüs a oa o klask gwin a zigoras an holl, ha neuze e savas ur gorventenn spontus.