Mont d’an endalc’had

Ainoued

Eus Wikipedia
Ainoued
Ar banniel Ainou, treset gant Bikki Sunazawa e 1973
Strollad Ainoued, luc'hskeudennet e 1904
Poblañs klok
  • 50.000 Ainou a vije hiziv an deiz
  • 150.000 Japanad o dije hendadoù Ainou, met 'n eus ket tu bezañ sur (ar sifr a 1.000.000 a vez kavet zoken)
  • Maread rak-Japanat: ~50.000 Ainou
Broioù e lec'h ma vezont kavet
Flag of Japan Japan
Flag of Rusia Rusia
Yezhoù
An ainoueg eo yezh hengounel an Ainoued. Tost marv eo o yezh avat. An darn vrasañ eus an Ainoued a gomz japaneg pe ruseg.
Relijionoù
Animisted, Iliz Kristen ortodoks Rusia
Pobloù liammet

An Ainoued (アイヌ), pe "Utari" (ウタリ) evel a reont anezho o-unan kentoc'h eget "Ainou" (a dalvez "tud" pa dalvez "utari" kement ha kamaladed), zo ur bobl henvroidi hag a vev e norzh Bro-Japan hag e reter Rusia. War-dro -1300 e tivroas o hendadoù etrezek Hokkaido, an Inizi Kouril, Enez Sac'halin ha su ledenez Kamtchatka. Da lâret eo 1 000 bloaz a-raok ar pobloù Wa a zo hendadoù Japaniz a vremañ, erruet en enezenn Honshū (eus Korea moarvat).

Un dachenn bras-tre a oa dezho gwezhall : eus norzh Hokkaido d'an inizi Kouril ha Sakhalin. Diskaret int bet gant ar Japaniz da vare prantad ar Meiji (1868-1918). Trevadennet int bet ha difennet e oa outo implijout nag o anv nag o yezh dre vras.

N'eus ket pell e oa o fobl war-nes mont da get. Un 20.000 bennak a vefe anezho c'hoazh hervez ar sifroù ofisiel. E mirvaoù kostez Hokkaido ez eus ul lodenn vat anezho. Hervez ar sifroù n'int ket ofisiel avat e vefe war-dro 200 000 ezel eus ar bobl-se c'hoazh met n'eo ket aes gouzout rak n'eus bet savet niveradeg ebet ha kalz anezhe a guzh o orin, pe alies, ne ouzont ket zoken int a orin ainou, dre ma oa bet kuzhet oute gant o zud o-unan abalamour da wareziñ anezhe diouzh ar ouennelouriezh[1]. Ar c'hannad Shigeru Kayano en deus graet kalz evit sikour anezho dreist-holl dre ul lezenn bet votet e 1994.

Eus an orin betek betek an XIXvet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur strollad Ainoued (etre 1863 ha deroù ar bloavezhioù 1870)

Ar sevenadurezh ainou a anadas war-dro 1200[2] hag enklaskoù nevez a laka da soñjal e teu eus meskaj ar sevenadurezhioù Oc'hotsk ha Satsumon[3]. E 1264, e tisklêrias an Nivc'hed d'an dierniezh Yuan a rene war an impalaeriezh Vongol e oa bet aloubet o bro gant an Ainoued, ar pezh a oa pennkaoz eus emgannoù etre an Ainoued hag arme an dinastiezh Yuan[4]. Komañs a reas darembredoù stank etre ar Wajined (ar Japaniz a ouenn) hag Ainoued Ezochi (anvet Hokkaido hiziv an deiz) en XIIIvet kantved[5]. An Ainoued o doa ur gevredigezh chaseourien-dastumerien, a veve dreist-holl diwar ar jiboeserezh hag ar pesketaerezh, hag o relijion a oa diazezet war anadennoù an natur[6].

E-pad ar prantad Tokugawa (1600–1868) e kreskas ar c'henwerzh etre an Ainoued hag ar Japaned a zalc'he lodenn su an enezenn a anver bremañ Hokkaido. Dindan ar gouarnamant Bakufu e oa roet gwirioù d'ar c'hlan Matsumae hepken d'ober koñvers gant an Ainoued e norzh an enezenn. Diwezhatoc'h e krogas ar Matsumae da feurmiñ argwirioù kenwerzh da varc'hadourien japanat, ha stankaat a reas an darempredoù etre Japaniz hag Ainoued. Er prantad-se e teuas an Ainoued da gaout ezhomm muioc'h mui eus ar varc'hadourezh degaset gant ar Japaned, ha skoet e voent gant meur a gleñved-red evel ar vrec'h[7]. Daoust ma roe ar c'henwerzh o zu da Japaniz ha d'an Ainoued da gompren gwell an eil re ar re all e tegasas stourmoù etrezo ivez, unan eus emsavadegoù brasañ an Ainoued eo emsavadeg Shakushain (1669–1672) hag un all a voe e 1789.

Aberzh un arzh gant Ainoued. Livadenn eus Bro-Japan, war-dro 1870.

An adsav Meiji

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degaset e oa kemmoù bras e buhez an Ainoued gant deroù an adsav Meiji e 1868. Savet e oa un niver a adreizhadennoù sokial, politikel hag armerzhel gant gouarnamant Bro-Japan, da vodernaat ar vro e giz ar C'hornôg, ha staget e oa Hokkaido ouzh Impalaeriezh Bro-Japan. Sjöberg quotes Baba’s (1980) account of the Japanese government's reasoning:[7]

‘ … Diorroadur an enezenn vras eus norzh Bro-Japan he doa meur a bal : da gentañ e oa gwelet evel un doare da zifenn Bro-Japan diouzh Impalaeriezh Rusia a ziorroe hag a c'houneze tachenn buan. Goude se … e roe un diskoulm da ziouer labour sklisennad kozh ar samouraied … An diorroadur-se, erfin, a oa da bourchas an danvezioù naturel a oa klask warne en un ekonomiezh kevalaour o kreskiñ[8]

.

E 1899, gouarnamant Bro-Japan a savas ul lezenn a anve an Ainoued henvroidi gozh, gant ar soñj e vefent lonket tamm-ha-tamm. Kemeret e oa an douaroù e lec'h ma oa an Ainoued o chom gant ar gouarnamant[9]. Roet e oa ivez d'an Ainoued ar statud keodediz, o tinac'hañ dezhe evel se ar statud minorelezh henvroat.

Ar strollad "Oki Dub Ainu Band", renet gant ar soner ainou ha japanat Oki, en Alamagn e 2007

E korf 36 e teuas an Ainoued muioc'h-mui ur gumuniezh a eil renk war o douaroù dezhe o-unan, Tremen a reas an Ainoued eus stad ur strollad digenvez d'ur strollad d'ur strollad a oa lamet digantañ e vro, e yezh, e relijion hag e c'hizioù gant Japaniz[10]. An douaroù ma oa an Ainoued o vevañ a oa lodennet d'ar Wajined o doa divizet dont da vevañ da Hokkaido, war atiz gouarnamant an oadvezh Meiji, da gorvoiñ danvezioù naturel fonnus an enezenn, ha da sevel atantoù war patrom labour-douar industriel ar C'hornôg. Anvet e oa an argerzh-mañ Kaitakushi[11]. Savidigezh labouradegoù, evel milinoù ha breserezhioù, ha mengleuzioù a oa heuliet gant savidigezh hentoù hag hentoù-houarn, e-pad ur prantad diorroadur a badas betek 1904[12]. E-doug an amzer-se e oa rediet an Ainoued da zeskiñ japaneg, da gemer anvioù japanek ha gourc'hemennet da baouez gant gizioù relijius evel aberzh an anevaled hag an tatouadurioù[13].

Lezenn 1899 a oa cheñchet e 1997 — Betek-henn en doa disklêriet ar gouarnamant ne oa minorelezh etnek ebet[3]. N'eo ket a-raok ar 6 a viz Even 2008 e oa anavezet an Ainoued evel ur strollad henvroat (s.o. anavezadur ofisiel, a-is)[3].

An euredoù etre Japaned hag Ainoued a oa klasket gant ar re ziwezhañ da zisteraat ar riskloù gwallziforc'h a-enep d'o bugale. Abalamour da se ez eus kalz Ainoued zo heñvel poch ouzh o amezeien japanat. E Sambutsu, war aod ar Reter, peurgetket e c'haller gwelet kalz bugale ganet eus an hevelep dimezioù etre kumuniezhioù. Lod eus an Ainoued japanad-se zo dedennet gant sevenadurezh hengounel ar bobl-se. Da skouer Oki, bugel un tad ainou hag ur japanadez, a zeuas da vezañ ur soner a son ar benveg ainou hengounel anvet tonkori[14]. E kalz kêrioù bihan eus ar Gevred pe eus Hidaka e c'haller atav gwelet Ainoued a ouenn evel e Nibutani (en Ainoueg : Niputay).

Anavezadur ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 6 a viz Mezheven 2008 e oa kemeret ur mennad gant Kuzul Bro-Japan a c'houlenne gant ar gouarnamant anavezout an Ainoued evel henvroidi eus Bro-Japan ha da lakaat ar gwallziforc'hoù en o enep da baouez. Anavezet e oa an Ainoued gant ar mennad-se evel "ur bobl henvroad dezhañ ur yezh ispisial, ur relijion hag ur sevenadurezh" ha da derriñ al lezenn kemeret e 1899.[10][15]

Daoust ma'z eo ur bazenn istorel a-bouez, Hideaki Uemura, kelenner e skol-veur Keisen e Tokyo hag arbennigour war gwirioù ar pobloù henvroat, en deus lavaret diwar-benn ar mennad-se e oa "gwan evit anavezout fedoù istorel" rak rediet e oa an Ainoued da zont da vezañ Japaned da gentañ.[15]


  1. Poisson, B. 2002, The Ainu of Japan, Lerner Publications, Minneapolis, p.5.
  2. The Boone Collection – Image Gallery: Ainu Artifacts. Field Museum of Natural History. Kavet : May 8, 2008.
  3. 3,0 3,1 ha3,2 Sato, Takehiro; et al. (2007). "Origins and genetic features of the Okhotsk people, revealed by ancient mitochondrial DNA analysis". Journal of Human Genetics, Nnn 52 (7): 618–627. doi:10.1007/s10038-007-0164-z
  4. 第59回 交易の民アイヌ Ⅶ 元との戦い. Asahikawa City (June 2, 2010). Kavet : March 2, 2011.
  5. Weiner, M (eds) 1997, Japan’s Minorities: The Illusion of Homogeneity, Routledge, London.
  6. "NOVA Online – Island of the Spirits – Origins of the Ainu".
  7. 7,0 ha7,1 Brett L. Walker, The conquest of Ainu Lands:Ecology and Culture in Japanese Expansion 1590-1800, University of California Press, 2001, pp 49–56,61–71 ha 172–176
  8. Sjöberg, K, The Return of the Ainu, 1993, Harwood Academic Publishers, Switzerland.
  9. Loos, N & Osani, T 1993, Indigenous Minorities and Education, Sanyusha Publishing Co., Ltd., Tokyo.
  10. 10,0 ha10,1 Fogarty, Philippa (June 6, 2008). "Recognition at last for Japan's Ainu", BBC News, BBC. Retrieved on June 7, 2008. 
  11. Hohmann, S 2008, ‘The Ainu’s modern struggle’ in World Watch, Vol 21, No. 6, pp. 20–24.
  12. Sjöberg, K 1993, The Return of the Ainu, Harwood Academic Publishers, Switzerland, p. 117.
  13. Levinson, David (2002). Encyclopedia of modern Asia, Volume 1. Charles Scribner's Sons. 72 p. ISBN 9780684806174. 
  14. アイヌ⇔ダブ越境!異彩を放つOKIの新作
    (Japanese)
    . HMV Japan (May 23, 2006). Kavet : March 26, 2011.
  15. 15,0 ha15,1 Ito, M (June 7, 2008). Diet officially declares Ainu indigenous. Japan Times. Diellet er skrid orin d’an July 13, 2012. Kavet : April 29, 2009.
 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける