Agnes Roma
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Ur pennad Agnes zo ivez.


Santez Agnes, poltredet gant Domenichino
Santez Agnes Roma, pe Santez Oanez, a oa ur verzherez kristen, lakaet d'ar marv en amzer an impalaer Diocletianus, war-dro 304.
Lidet e vez d'an 21 a viz Genver. Lakaet eo bet da santez paeronez al liorzherien, ar plac'hed, ar gwerc'hezed, ar maouezed gwallet.
Poltredet e vez gant un oan gwenn, palmez ar verzherinti, ur barr olivez, ur c'hleze pe ur gontell pe un tantad. Dont a ra hec'h anv eus ar ger gregach Agnos, a dalv kement ha glan.
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Santa Inés, gant Francesco Guarino (1611–1654) . 1650
- Er varzhoneg saoznek "The Eve of Saint Agnes", gant ar barzh John Keats, ez eus kaoz eus un dreuzkredenn a lakae ar merc'hed yaouank da glask gouzout da biv e timezjent ha d'ober lidoù d'ar santez en nozvezh a-raok gouel ar santez, da noz an 21 a viz Genver.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Martirio de Santa Inés (Merzherinti Santez Oanez), war-dro 1540, Madrid, Mirdi ar Prado.
Matthias Grünewald, war-dro 1500, tempera war goad, Kunsammlungen der Veste Coburg, Coburg.
Santa Inês
gant Francisco de Zurbarán