Agathon Guinement

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Agathon Guinement, marc'heg Keralio (Roazhon, 23 a viz Meurzh 1723Forbach, 13 a viz C'hwevrer 1788) a oa un ofiser breizhat en arme rouantelezh Bro-C'hall hag a vrezelas e-pad Brezel Hêrezh Aostria hag ar Brezel Seizh Vloaz.

Mab e oa da François Fiacre Guinement, aotrou Keralio ha rener burev Roazhon, ha da Varguerite Rose Bodin. Breur e oa da Louis-Félix Guynement de Keralio ha da Auguste de Keralio, ha breur-kaer da Varie Françoise Abeille de Keralio hag eontr da Louise Félicité de Keralio.

Dimeziñ a reas da Varie-Nicole Rivet, merc'h da Jacques Rivet, mestr-tapiser ar roue, aktourez e c'hoarigandi Bourdel. Ur verc'h o doe, Marie Colette Guynement de Keralio, a zimezas en Hazhoù d'an 3 a viz Meurzh 1772 da Joseph Pierre de Broc de La Tuvelière, kabiten troadegiezh.