Mont d’an endalc’had

Afonso Henrique de Bragança

Eus Wikipedia
An infant Afonso, Dug Porto.

Afonso Henrique de Bragança pe, hervez e anv klok, Afonso Henrique Maria Luís Pedro de Alcântara Carlos Humberto Amadeu Fernando António Miguel Rafael Gabriel Gonzaga Xavier Francisco de Assis João Augusto Júlio Valfando Inácio de Saxe-Coburgo-Gota e Bragança, ( Ajuda - Lisboa, 31 a viz Gouhere 1865Naplez, 21 a viz C'hwevrer 1920) a voe Dug Porto, Konestabl Portugal (penn an armeoù) ha diwezhañ gouarnour an Indez Portugalat.

Eil mab ar roue Luís Iañ Portugal hag ar rouanez Maria Pia Savoia, priñsez a Sardinia, e oa Afonso, ha breur d'ar roue Carlos Iañ Portugal.
Meur a wech e voe dileuriad e vreur roue el lezioù estren.

Jeneral rannarme e oa en arme Portugal, hag enseller-meur ar ganolierezh. Abalamour da se moarvat e voe kaset e 1895 d'an Indez, da gêr Goa, anvet da vesroue an Indez, da geñver un droiad-vrezel a reas en trevadennoù-hont. Berzh a reas eno hag anvet e voe Konestabl ar rouantelezh.

O chom e oa e Palez Ajuda gant e vamm, goude marv e dad, ar roue Luis. E vreur, ar roue Carlos, ha war e lerc'h e niz, Manuel II, a oa o chom e Palez an Necessidades. Un den didro e oa, dizrouk, met paotr ar plijadurioù evel en arme, bambocher ha merc'hetaer un tamm.

Troet e oa gant ar c'hrirri-tan, hag unan eus bleinerien gentañ e vro e oa. Aozañ a reas ar c'hentañ redadegoù kirri-tan e Portugal.

Plijout a rae dezhañ reiñ skoazell da bomperien Ajuda, e-kichen e balez. Komandant a enor e oa e-touez pomperien Ajuda zoken.


Klevout a reas e oa buhez ar roue Carlos Iañ, e vreur, en arvar bras gant iriennoù ar republikaned. Kustum e oa da zougen ur revolver, noz-deiz, da vezañ prest d'en em zifenn. Derc'hel a reas war e niz, Luís Filipe, d'ober kemend-all

E 1908 e voe muntret ar roue Carlos Iañ, war un dro gant e vab Luís Filipe, gant daou Republikan. Eil mab Carlos, Manuel II, a voe anvet da roue neuze, haga renas daou vloaz.

Pa voe distroadet e niz, ar roue Manuel II Portugal, diwezhañ roue Portugal, e 1910, ha savet Republik Portugal, ec'h eas d'an harlu gant e niz diroueet hag e vamm, ar rouanez Maria Pia, da Gibraltar. Goude ez eas gant e vamm da Italia ha bevañ a reas ganti e Torino. Goude he marv ez eas da Roma da chom, ha da Naplez goude.

E deroù 1890 e oa da zimeziñ d'an arc'hdugez Marie Valerie Aostria met a-benn ar fin e nac'has-hi dimeziñ, abalamour da enebiezh he moereb, an arc'hdugez Maria Theresia Aostria, eus an Tiegezh Braganza, displijet gant brud troioù ar soudard .

Dimeziñ a reas e Madrid e 1917, seizh vloazh goude diskar ar rouantelezh, d'ar geodedourez stadunanat Nevada Stoody Hayes, ugent vloaz yaouankoc'h egetañ (met koshoc'h e ranke bezañ eget he oad ofisiel), bet dimezet teir gwech hag intañvezet div wech a-raok. Bugel ebet n'o doe.

Un darvoud politikel a bouez e oa an eured-se d'ar Bortugaliz a-du gant ar roue hag a oa en esper da welout Tiegezh Bragança oc'h adkemer ar gurunenn. E 1917 edo Manuel II o chom e Bro-Saoz gant e wreg, ar briñsez Auguste Viktoria von Hohenzollern, hag int divugel ivez abaoe pevar bloaz. Tud kostezenn ar roue a c'hortoze ur mab, ha nec'het e oant dre ma ne deue ket, ha nec'hetoc'h c'hoazh e voent pa glevjont edo Afonso Henriques, eontr d'ar roue, o vont da zimeziñ d'ur vaouez ha ne oa ket a renk, hag a oa brudet fall ouzhpenn.
En Portugal ne oa ket anavezet an dimezioù morganatek. Ne vern pe vugel da Afonso ha Nevada eta a c'halle bezañ an hêr d'ar gurunenn hervez ar gwir portugalat. Met ken buan e c'halle Manuel hag Afonso chom divugel. Neuze ez aje ar gurunenn gant un diskennad eus Miguel Iañ, ar roue hollveliour a reas brezel an daou vreur e 1834 hag a gollas anezhañ.

Pevare pried Afonso e oa Nevada Stoody Hayes. N'hallent ket dimeziñ en iliz en Italia, rak eno ne fellas ket d'ar roue Vittorio Emmanuele III, evel ar pab, anavezout talvoudegezh ur prosez e Roma. Hi avat a zalc'has war Afonso ken na zimezjont en ul leti eus kêr Madrid, ma teuas un ofiser konsulel eus Republik Portugal da lidañ an eured, hep mignon na kar da dest.


Hag ar vaouez 35 bloaz, a oa bet Dugez Porto, a veajas eus Italia da Bortugal gant korf he fried, hag aozañ a reas staliañ e gorf e panteon Braganza e Manati São Vicente de Fora en Lisboa.

Mervel a eure e 1920 e Naplez, ha kaset e voe e gorf e 1921 da b-Panteão dos Braganças, e-kichen Iliz São Vicente de Fora, e Lisboa.