Afon Tryweryn
Neuz
Ar stêr Tryweryn (Afon Tryweryn e kembraeg) zo ur stêr eus hanternoz Kembre unan eus adstêrioù pennañ an Dyfrdwy. Dont a ra eus Llyn Tryweryn e menez Eryri hag en em deurel a ra en Dyfrdwy e-kichen Y Bala ; 19 km eo he hed.
Ur stankell a voe savet war ar stêr e 1965, da bourchas dour da dud kornad Liverpool, oc'h ober Llyn Celyn hag o veuziñ kêriadenn Capel Celyn daoust da enebiezh kreñv an dud er vro. Al lugan Cofiwch Dryweryn ("Dalc'hit soñj eus Tryweryn"), livet e-kichen Llanrhystud, a gouna an enebiezh-se.
Er Grennamzer e verke ar stêr Tryweryn an harzoù etre daou gombod eus Penllyn, Is Tryweryn hag Uwch Tryweryn.