Mont d’an endalc’had

Afon Cynfal

Eus Wikipedia
Kanienn ar stêr Cynfal.

Ur stêr (kembraeg : afon) e menezioù Meirionnydd e kreisteiz kontelezh Gwynedd eo an Afon Cynfal.

Un anv den e vije Cynfal, da dostaat ouzh Cynan e kembraeg, ouzh Konvael ha Konan e brezhoneg.

Redek a ra a-hed 10 km eus harzoù ar Migneint da gemberiñ gant ar stêr Dwyryd.

Kaoz zo anezhi e meur a gontadenn-bobl.

Mont a reer da welout Llech Gronw pe Llech Ronwy, pezhioù sklentennoù hir ha toull e-kichen Llety Nest tost d'ar Bont Newydd. Hervez ar vojenn ez eo ar maen a voe lakaet gant Gronw Pebr (pe : Gronwy Pefr), unan eus harozed ar Mabinogi, etre eñ ha goaf Lleu Llaw Gyffes. Serc'heg e oa da Vlodeuwedd ha mennout a reas Lleu Llaw Gyffes kas an dorzh dezhañ pa oa bet o kousket gant e vestrez. Teurel a reas e c'hoaf dezhañ, ha treuzet e voe ar garreg ha korf Gronw ivez ; setu an istor a lenner e Math fab Mathonwy, pevare skourr ar Mabinogi.

Nepell alese emañ Bryn Cyfergyr (Bryn Cyfergyd hiziv), meneget ivez er pevare skourr.