Afon Cynfal

Ur stêr e menezioù Meirionnydd, e kreisteiz kontelezh Gwynedd, eo ar Stêr Cynfal.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un anv den e vije Cynfal, da dostaat ouzh Cynan e kembraeg, ouzh Konvael ha Konan e brezhoneg.
He red[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Redek a ra eus harzoù ar Migneint da gemberiñ gant ar Stêr Dwyryd. 10 km hed zo dezhi.
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kaoz zo anezhi e meur a gontadenn-bobl.
Llech Gronw[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mont a reer da welout Llech Gronw pe Llech Ronwy, pezhioù sklentennoù hir ha toull e-kichen Llety Nest tost d'ar Bont Newydd. Hervez ar vojenn eo ar maen a voe lakaet gant Gronw Pebr (pe Gronwy Pefr), unan eus harozed ar Mabinogi, etrezañ ha goaf Lleu Llaw Gyffes. Serc'heg e oa da Vlodeuwedd ha mennout a reas Lleu Llaw Gyffes kas an dorzh dezhañ pa en doa kousket gant e vestrez. Teurel a reas e c'hoaf dezhañ, ha treuzet e voe argarreg ha korf Gronw ivez; sed an istor a lenner e Math fab Mathonwy, pevare skourr ar Mabinogi.
Nepell alese emañ Bryn Cyfergyr (Bryn Cyfergyd hiziv), meneget ivez er pevare skourr.