Aethelwalh Sussex
Neuz
Æthelwealh (660 - 685) (skrivet ivez Aedilualch, Aethelwalch, Aþelwold, Æðelwold, Æþelwald, pe Ethelwalch) a oa roue istorel kentañ Sussex. N'anavezer anezhañ nemet dre venegoù berr e Buhez Eskob Wilfrid, Historia ecclesiastica gentis Anglorum hag ar C'hronik Angl-ha-Saozon.
Kristen e oa deuet Æthelwealh da vezañ pan edo e Mercia. Kentañ roue badezet e vro e voe. E 661 e voe roet enez Wight ha tirioù ar Meonware dezhañ gant Wulfhere Mercia.
E 685 e voe faezhet ha lazhet gant Cædwalla Wessex