Meonware

Eus Wikipedia

Ur meuriad jut staliet war ribl ar Meon, e Hampshire e oa ar Meonware. War-dro ar bloaz 450 e oant erruet e Preden , a greder, ha buan a-walc'h e oant bet sujet da Wessex. O feurheñvelder a virjont avat, e-pad daou gantved d'an nebeutañ. Etre 648 ha 686 hepken e voent gounezet d'ar feiz kristen. Etre 661 ha 686 e voe staget o zachenn ouzh rouantelezh Sussex. Netra n'anavezer a-zivout o istor pe o renerien. Daveoù a gaver, avat, ouzh ur "Grugell eus Tidic" a c'hellfe bezañ bet unan eus o rouaned.

N'int ket meneget en Tribal Hidage