Mont d’an endalc’had

Abhainn Chluaidh

Eus Wikipedia
Abhainn Chluaidh

Abhainn Chluaidh e Broomielaw, Glasc'ho

Bro Banniel Bro-Skos Bro-Skos
Kontelezhioù Earra-Ghàidheal agus Bòd (Argyll & Bute)
Siorrachd Inbhir Àir (Argyllshire)
Siorrachd Dhùn Bhreatainn (Dumbartonshire)
Inbhir Chluaidh (Inverclyde)

Eienenn Lowther Hills
Siorrachd Lannraig a Deas
55°24'23.8"N – 3°39'08.9" K
Hirder 176 km
Diazad 4 000 km²
Genoù Linne Chluaidh (Firth of Clyde)
55°40'46.3" N– 4°58'16.7" K
Dourva Abhainn Chluaidh
Adstêrioù Abhainn Chluaidh

An Abhainn Chluaidh (distagadur gouezelek IPA : [avɪɲˈxɫ̪uəj]), Clyde e saozneg (distaget: LFE: [klaɪd]), Afon Clud e kembraeg ha diwar-se Stêr Klud[1] a-wechoù e brezhoneg, eo trede stêr hirañ Bro-Skos. Tremen a ra dre gêr C'hlasc'ho. A bouez bras eo bet greanterezh ar sevel listri war lez ar stêr da vare an Impalaeriezh trevadennel saoz.

  • Hervez A. L. F. Rivet & Colin Smith[2] :
Tacitus, Agricola 23, 3 : CLOTA
Ptol. II, 3, 1 : CLOTA AESTUARIUM
• IM 5091 : INSULA CLOTA (/ GLOTA) INVERIONE
Ravenna 1094 : CLED

Talvoudegezh : diwar * clou- ("gwalc'hiñ") = glanaerezh, puraerez

Leti e New Lanark graet er vilin gozh, dirak ar stêr Clyde

C'hoarvezout a ra ar stêr Clyde eus kember div wazh-dour, an Daer Water (o tont eus mirlenn an Daer Reservoir) hag ar Potrail Water. An hent-baleerien Southern Upland Way a dreuz an div wazh a-raok dezho kejañ da ober ar stêr Clyde da vat e Watermeetings. Ac'hano n'eus nemet 8 km betek Tweed's Well, eienenn ar stêr Tweed ha 10 km eus an Devil's Beef Tub, eienenn ar stêr Annan. Neuze e kammdro war-du ar biz a-raok treiñ etrezek ar c'hornôg da dizhout kêr Lannraig. War lez ar stêr e voe savet milinoù gant greantourien eus an XIXvet kantved, David Dale ha Robert Owen, hag o ensavadur New Lanark. Ar milinoù a implij nerzh Lammoù-dour ar stêr Clyde, ha Cora Linn eo anv an hini fromusañ. Ul labouradeg da genderc'hañ tredan zo eno c'hoazh, petra bennak ma'z eo bet troet ar miiinoù d'ur midi ha d'ur World Heritage Site.
Adalek New Lanark e tro ar stêr war-du ar gwalarn, kent bout maget gant ar Stêr Avon ha redek dre gornôg Bro-Skos. Etre kêrioù Tobar na Màthar ha Hamaltan e voe kemmet red ar stêr da grouiñ ul loc'h e Strathclyde Park. Un tamm eus ar red orin a c'heller gwelout c'hoazh etre an enez ha glann reter al loc'h. Goude-se e red Abhainn Chluaidh a-dreuz Baile an t-Saoir (Blantyre) ha Boddle (Bothwell), m'emañ distmantroù ur c'hastell war valir a-us dezhi.
Goude Baile Udain (Uddingston) ha war-du ar gevred da C'hlasc'ho e krog ar stêr da ledanaat en ur gammdreiñ dre An Ruadh-Ghleann (Rutherglen) ha Dail Mheárnaig (Dalmarnock). Pa dremen hebiou Glasgow Green emañ eeunaet ha ledanaet e kreiz kêr, ha petra bennak ma'z eus bremañ ur pont evit mirout ouzh an droadeien a dizhout ar Broomielaw hengounel e c'hall c'hoazh al listri sevel gant ar stêr ker pell ha Finnieston m'emañ dokoù ar PS Waverley.

Alese e red a-dreuz ar chanterioù sevel bigi, dre garterioù Baile a' Ghobhainn (Govan), Partig (Partick), Innis Bhàn (Whiteinch), Scotstoun ha Bruach Chluaidh (Clydebank), chanterioù sevel listri an holl anezho ; daou hepken a chom.

Redek a ra ar stêr er-maez eus Glasc'ho dre ar gornaoueg, hebiou Rinn Friù (Renfrew), ha dindan ar pont anvet Erskine Bridge goude Dùn Breatann (Dumbarton) war glann an norzh, betek traezhennoù Ardmore Point etre Càrdanros (Cardross) ha Baile Eilidh (Helensburg). En tu enep, war glann ar su, e kendalc'h ar stêr hebiou ar chanterioù diwezhañ e Port Ghlaschu (Port Glasgow) war-du Grianaig (Greenock) ma tizh Tail of the Bank ha ma kej gant Linne Chluaidh (Firth of Clyde).

  1. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, M. Mordiern, p. 24
  2. (en) RIVET, A. L. F. & SMITH, Colin : The Place-Names of Roman Britain, Batsford Ltd., 1979 (ISBN 978-0-7134-2077-7)

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]