Abati Iona

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Abati Itron-Varia en Iona
An abati hag ar manatioù

War enezenn Ì Chaluim Chille, en Inizi Gall e kornôg Bro-Skos, emañ lec'hiet Abati Iona. Unan eus talvoudusañ ha koshañ kreizennoù relijiel Europa ar C'hornôg e oa. Skignañ ar feiz kristen e Bro-Skos e oa pal ar gumuniezh menec'h-se, pa oa Iona e dalc'h Dál Riata. Bremañ ez eus ur gumuniezh kristen ekumenek eno, ha dont a ra pirc'hirinded di.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 593 e teuas Koulm eus Iwerzhon d'en em staliañ war enezenn Ì Chaluim Chille gant daou genvroad evit sevel ur manati. E annez a reas eno evit skignañ abostolerezh ar feiz kristen e-touez ar Bikted hag ar Skosiz. Adalek neuze e voe dibabet an enezenn evit kuruniñ ha sebeliañ ar rouaned skosat.

Hollvrudet eo Levr Kells, a zo un dornskrid gant tresadennou kenedus ; hervez e vefe bet skrivet gant menec'h Iona war-dro ar bloavezh 800.
Istor Iwerzhon a oa bet skrivet dija e-tro ar bloavezhiou 740. Adal 806, abalamour da dagadennou niverus ar Vikinged, e voe drouklazhet 68 manac'h e Pleg-mor ar Verzherien ha neuze menec'h Koulm a zistroas da Iwerzhon da gaout repu ; menec'h all a dec'has da Velgia, Bro-C'hall ha Suis.
War-dro ar bloavezh 825 e rankas ar manac'h iwerzhonat sant Blathmac ha menec'h all distreiñ da Iona, hag eno e voent drouklazhet evit ul lod anezho gant bagadou Vikinged a lakaas tan en abati.
Daoust d'ar reuziadou-se ne voe ket goullonderet nepred an abati, a gendalc'has da gaout levezon tro-dro ha talvoudegezh da c'houde ; en abati e varvas ar roue Amlaíb Cuarán e 981.

Marevezh aloubadeg an Normaned

Aloubet e voe Ì Chaluim Chille gant roue Norvegia, a renas warni e-pad hanter-kant vloaz betek ma voe adperc'hennet an enezenn gant ar pennkadour Somhairle, roue an Inizi, a varvas e 1164. E 1203, e vab Ragnall mac Somhairle – hag a ziazezas ar remziad lesanvet Lord of the Isles koulz hag ar c'hlann skosat Dòmhnaill – a c'hourc'hemennas e vije ur manati nevez e-lec'h an hini kozh. Savet e voe an abati en XIIIvet kantved hervez doare Eosten Hippo ; an hini nemetañ eo en doare neuz tisavouriel-se.