Mont d’an endalc’had

4th Special Service Brigade

Eus Wikipedia
4th Special Service Brigade
Special Service Brigade
Deiziad krouiñ1944 Kemmañ
Skour luBritish Army Kemmañ
Skoed ardamez ar British Commandos

Ar 4th Special Service Brigade a oa ur vrigadenn komando eus ar Rouantelezh-Unanet savet e-pad an Eil Brezel-bed e miz Meurzh 1944 diwar ur batailhon Royal Marines. Dre an taolioù dreist a oa bet sevenet gant unvezioù komando ar Rouantelezh-Unanet e Norvegia, en Inizi angl-ha-norman, e Sant-Nazer hag er Reter-Kreiz, an Amiraliezh saoz a gendeuzas divizionoù ar Royal Marines e fin ar bloavezh 1942 da adstummañ anezho e stumm unvezioù komando troadegiezh tagañ dour-ha-douar

Izili komando ar 4th Special Service Brigade o tilestrañ nepell diouzh Vlissingen d'ar 1añ a viz Du 1944
Pennoù uhel ar 4th Special Service Brigade o tilestrañ e St Aubin-sur-Mer, war Juno Beach d'ar 6 a viz Even 1944

Ar vrigadenn he devoa kemeret perzh en Aloubadeg Normandi d'ar 6 a viz Even 1944 e-pad an Oberiadur-brezel Overlord; goude-se he devoa kemeret perzh en Emgann ar Schelde ha tagadenn enezenn Walcheren. D'ar 6 a viz Kerzu eus ar memes bloavezh, ar vrigadenn a oa bet adanvet 4th Commando Brigade, ha tennet e oa bet an titl Special Service dre ma lakae da soñjal en SS.