Mont d’an endalc’had

3rd Tennessee Infantry Regiment

Eus Wikipedia

Ar 3rd Tennessee Infantry Regiment a oa ur rejimant troadegiezh eus Lu Stadoù Kengevreet Amerika. Enrolet dindan an anv 3rd Vaughn's Tennessee Infantry Regiment, anvet a-wechoù 3rd Confederate Infantry pe lesanvet Vaughn's 3rd. Kavet e vez raloc'h an anvioù 3rd Tennessee Cavalry Regiment ha 3rd Tennessee Mounted Infantry Regiment[1].

E-penn kentañ Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, Vaughn a savas kentañ rejimant Kengevreet Tennessee. A-raok ma vefe kuitaetan Unaniezh gant Stad Tennessee, e-penn kentañ 1861 Vaughn en devoa bodet div unvez soudarded eus Monroe County. Ar soudarded a oa diaz ar 3rd Tennessee Infantry Regiment. D'an 29 a viz Mae 1861, Vaughn a oa dilennet da goronal.

Aozadur ar rejimant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar rejimant a oa aozet e meur a skour:

  • 3rd Regiment, Tennessee Mounted Infantry (Lillard's adal anv ar c'habiten Newton J. Lillard)

Pennoù meur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kompagnunezh A

kompagnunezh B

kompagnunezh Ch

kompagnunezh C'h

kompagnunezh E

kompagnunezh F

kompagnunezh G

kompagnunezh I

kompagnunezh K (1)

kompagnunezh K (2)

Istor ar rejimant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet eo ar rejimant dreist-holl dre obererezh ar c'horonal bet dilennet gant ar soudarded John C. Vaughn.

Savet e Knoxville, Tennessee, d'an 29 a viz Mae 1861; degemeret e servij e lu Stadoù Kengevreet Amerika d'ar 6 a viz Even 1861 e Lynchburg. An trede rejimant a voe eus an Tennessee da vezañ degemeret e lu ar su.

19 a viz Even 1861 e voe kentañ emgann ar rejimant gant ar c'horonel John C. Vaughn e penn, un trec'h e vezo o welet distruj ur pont-tren war linenn-tren Baltimore hag Ohio e New Creek, Virginia. Tapet e voe ivez daou pezh kanol gant ar rejimant.

D'an 21 a viz Gouhere 1861 e adkaver ar rejimant e-pad emgann Manassas

Adurzhiet e voe d'ar 14 a viz Mae 1862.

Ambrougadeg Jefferson Davis

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude kodianidigezh ar jeneral Lee e Appomatox e Ebrel 1865, fiñval a raio ar rejimant dre urzh e Norzh Carolina, betek Charlotte. Eno e voe roet dezho ar c'hefridi da ambrougañ prezidant Stadoù Kengevreet Amerika Jefferson Davis.

Kodianañ a raio e Washington, Georgia, d'an 9 a viz Mae 1865.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. http://www.tngenweb.org/polk/reg3rd.htm
  2. "The First Regiment of East Tennessee Volunteers left this place at 10 o'clock, A. M., on yesterday. The superior officers are Colonel John C. Vaughn, Lieutenant Colonel John J. Reese, and Major George W. Morgan." The Richmond Daily Dispatch, 7 June, 1861 - From Knoxville, Tennessee, 3 a viz Even 1861